L. Prud’homme, 1817  (p. 186-188)


Ar Pec'het en general.

Ar pec’het en general eo violi al lezen. Dre ar guer a lezen e c’hententer ar pez en deus ordrenet Doue pe dreiz àn e-unan pe dre re all. Evel-se ar guer-se a gompren al lezen eternel peini eo ar volontez eternel a Zoue, peini a ordren conservi an urz naturel, hac a difen en troubli en fæçon ebet ; al lezen Naturel peini eo ar ræson gravet gant Doue en calon pep hini ; a lezen humæn, peini eo ar pez so ordrenet dre an Ilis, hac a henver lezen ecclesiastiq ; pe ar pez a so ordrenet dre ar puissanço eus an douar, hac a henver lezen civil. Violi al lezenno se eo pec’hi, rac an oll buissanç a deu digant Doue.

Ar pec’het a ignoranç eo pa ne ouser quet ar pez e voar obliget da c’hout. Ar pec’het a fragilite eo pa bec’her ep ober attantion, pe pa voar trainet gant un dentation violant. Ar pec’het a valiç eo an hini a gometer gant anaoudeguez e rer an drouc ; hanvet eo pec’het a enep ar Speret-Santel, an disesper, ar bresomption, combati ar virionez anaveet, evel an heretiquet, ar schismatiquet ; an anvi, an defaut a binigen hac an obstination a so pec’hejo a valiç, hac a enep ar Speret-Santel. Daou sort pec’het so : an originel ; peini eo pec’het Adam ; an actuel, peini eo an hini a gometomp ac’hanomp on-unan, hac a so veniel pe marvel. Dre sonch, dre goms, dre œuvr ha dre omission e c’heller pec’hi. Ar pec’het marvel a ro ar maro d’an ine, da laret eo, a briv an ine a c’hraç Doue peini eo e buez ; rac Doue ne màn quet en un ine coupabl a bec’het marvel, peini on rent ennemi da Doue, esclav d’an diaoul ha coupabl a boanio an Ifern.

Ar pec’het veniel na lem quet graç Doue, mæs e diminuí a ra, ha disposi d’ar pec’het marvel ; rei a ra d’an drouc-speret ners voarnomp, meritout a ra punition, temporel evit guir, mæs terrupl, eme sant Augustin.

1°. Pec’hi a rer dre sonch, pa gonsanter a galon d’an drouc, ha pa ve possubl ne ve quet cometet ; rac dre ar volontez e rer an drouc evel ar mad. Pec’hi a rer dre sonch, pa guemerer plijadur hа pa aretomp on speret volontаiramant er sonch fall, memes ep consanti d’an drouc.

2°. Pec’hi a rer dre goms, mar leverer un dra difennet gant Doue.

3°. Pec’hi a rer dre œuvr, pa rer ar pez so difennet.

4°. Pec’hi a rer dre omission, pa ne rer quet ar pez so gourc’hemenet. Non obstant ma ve an oll bec’hejo a enep Doue ha nîn on-unan, e c’heller laret gant an Theologianet penaus e heus pec’hejo directamant a enep Doue, en on enep on unan, hac a enep on nessàn.

Pec’hi a rer a enep Doue directamant, dre ar blasphem, an idolatri, an defaut a religion.

Pec’hi a rer a enep an nessàn directamant, dre al laëronci, an denonciation, ar fals testeni, ar muntr, ar mepris evit on zad hac on Superioret, an distraction, ar manq da ober an aluson.

Pec’hi a reomp directamant a enep dimp on-unan, dre ar gourmandis, an impurete, an diegui, etc. Ha me o ped, na anaveet jamæs ar pec’het muntrer un Doue hac on ine, nemet evit e evitàn evel brassàn drouc a so er bed. An oll a voar penaus ar pec’hejo a so comprenet en seiz chef pe e a henver capital, abalamour ma hint ar sourcen eus ar pec’hejo-all. Bremàn e comsomp aneze.

* * *