Buhez ar Sent/1894/Beneat Biskop

◄   Theodoz Beneat Biskop Veronik   ►



ann daouzekved devez a viz genver


SANT BENEAT BISKOP, ABAD E BRO-ZAOZ
————


Beneat a ioa ginidik a Vro-Zaoz. O veza ma’z oa a lignez huel, ar roue her galvaz d’he balez evit lakaat anezhan e renk he offiserien. Mes Doue a gomzaz outhan e goeled he galoun, hag a reaz d’ezhan kuitaat ar bed. D’ann oad a bemp bloaz var’nn ugent, e sonjaz mont da Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol hag ar plasou santel a ioa bet ruziet gant goad ken aliez a verzer. Enn distro euz ar veach-se, e tremenaz pemp bloaz o studia ar Skritur Sakr, ha goudeze ez eaz adarre da Rom. Enn eur zont ac’hano ar vech-ma, e kemeraz ar zae a vanac’h e kouent Lerinz e Provans. Chom a eure daou vloaz er gouent-ma, ha da fin ann daou vloaz-se e skoaz da Rom evit ann drede guech, enn esper tremen eno ann nemorant euz he vuez. Mes ar pab Vitalian a roaz urs d’ezhan da zistrei da Vro-Zaoz evit sikour kelenn tud ar vro-ze var guirioneziou ar feiz.

Pa erruaz e Bro-Zaoz, Beneat a oue karget da c’houarn eur gouent e Kantorberi ; mes a benn daou vloaz goude e lezaz ar garg-ma gant eunn all: mad ar relijion hag ann Iliz a c’houlenne m’az aje c’hoaz da Rom. Pa oue distro euz he veach, e savaz diou gouent nevez, unan enn henor da zant Per hag eunn all enn henor da zant Paol. Ann diou gouent-se a ioa enn eur gichen, ha Beneat a oue superior ann eil hag eben. Ne espernaz netra evit lakaat ar venac’h a ioa ennho da ren eur vuez santel, ha da viret a boent da boent ar reolennou a veze heuliet e kouenchou Rom hag ann Itali hag e kouenchou Frans. Oc’h he ziou gouent e stagaz ive eur skolach, hag er skolach-ma e rea skol he unan da gement hini a garie dont da zelaou he genteliou. Betek c’houec’h kant manac’h a oue er skol ganthan asambles.

Goulskoude, ar pez a glaske Beneat dreist peb tra oa kaout ilizou hag offisou kaer enn he vro ; rak sonjal a rea en devije neuze ar bobl muioc’h a blijadur o vont d’ann ilizou ha d’ann offisou-ze. D’ann ampoent ne oa e Bro-Zaoz iliz na chapel mean ebed, kouls lavaret ; ne oa ket ken nebeut a ver var ar prenecher ; ann taolennou sakr a ioa rouez-braz, ha ne oa nemed eunn niver bihan-bihan euz a skridou ann Tadou santel.

Beneat a bourveaz d’ann oll ezommou-ze. Gelver a eure mansounerien, gueraerien ha penturerien euz ann tu all d’ar mor, evit sevel ilizou mean, ober guer a liou evit ar prenecher, ha penturi ann aoteriou hag ar mogeriou. Lakaat a reaz ive digas d’ezhan eur maread levriou hag eur maread taolennou euz ar broiou all, hag ann taolennou-ma a lakeaz a vel d’ann holl evit ma c’hellje ar bobl deski dreizho ar pez a zesk ar re all el levriou. Bez’ en devoue erfin kalz relegou digant ar pabed evit maga devosion he genvroiz e kenver ar zent a zo henoret gant ann Iliz.

Mes ar pez a reaz ar muia plijadur d’he galoun a oue ar vadelez en devoue ar pab sant Agathon da gas d’ezhan mestr ar c’han hag ar seremoniou e Rom, evit ho deski da gristenien Bro-Zaoz. Setu aze pegement a boan a gemere ann abad santel evit ma vije kempenn ha dereat ti ann Aotrou Doue, hag evit ma vije great ann offisou enn eur feson hag a zougche ar bobl da garet muioc’h-mui ar relijion.

Var fin he vuez, Beneat a oue seizet-holl he gorf, hag a renkaz chom d’ar guele epad tri bloaz. Mes ar c’hlenved-se ne vire ket outhan da veza bepred laouen ha joaiuz. He spered a veze ato o sonjal e Doue, ha mervel a eure erfin e peoc’h d’ann daouzek a viz genver euz ar bloaz 690, prest goude beza resevet he zakramanchou diveza.


SONJIT ERVAD

Sant Beneat a glaske dreist peb tra kaout enn he vro ilizou hag offisou kaer. Da bep parrez eo pourvei he iliz euz a gement a zo red evit he delc’her kempenn ha kaout offisou deread. Eur vez e ve evit ar barrisioniz ma ve ti ann Aotrou Doue divalaoc’h eged ho ziez ho-unan hag ann ornamanchou sakr disteroc’h eged ann dillad a zougont. Bezit eta mad da rei profou d’ann iliz : rei d’ann iliz a zo rei da Zoue, hag ar pez a roer da Zoue ne vez morse kollet.