O ma ine, kanomp
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O ma ene, kanomp bemdez.
1. O ma ine kanomp bemde.
Da Vari meulodiou :
Hec’h oberou hec’h ol bue
a zo leun a vurzudou.
Diskan.
Gloar da Vari ha meulodi,
Pebes burzud evurus !
Mari Gwerc’hes ha Mam ive,
Gwerc’hes ha Mam da Jezus !
2. Teod an den zo gwal dister
Evit komz euz a Vari :
Mes e c’halon a zo tener,
Ol e hellomp he meuli.
3. Euz a Vari an ol boblou
A denn gloar ha sklerijen,
He zanteles, he vertuiou,
A zo skuer ar Gristenien.
4. Klevet he mouez d’imp o laret :
« Zentet, zentet ouz Jezus,
« ’N oc’h ol bue mar hen karet
« Jezus ho rento eürus. »
5. Kalonou zec’h ha glac’haret,
Deut da gavet ar Werc’hes ;
Gant Mari e ver konfortet
Er vrasan tristidiges.
6. C’houi pec’her paour, reit a galon
Peden, enor da Vari :
Evit obten gras ha pardon
Laket ho fians en-hi.
7. C’houi, den devot, n’ankouaët ket
Ema Mam an ol c’hrasou ;
He serviji hag c’haret
Eo kemer hent an Envou.
8. O Mari, klevet ma feden,
Pareet ma gouliou :
En ho krasou reit d’in loden
Ha peurs en ho vertuiou.
9. Evidomp ol dirag Jezus,
Pedet, Mam a drugare ;
Finves ar bed a vo spontus,
Ouzimp bezet zonj neuze
10. Da Jezus ar Mab eternel,
En amzer Mab da Vari,
D’an Tad ha d’ar Speret-Zantel,
Gloar, enor ha meulodi !