Pajenn:Ar Braz - Da Bariz, 1910.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
DA BARIZ  !
————


An diskar amzer a deuas. Goude an diskar amzer, ar goanv o chacha d’e heul amzer fall ha yenien.

Micher Annaig a on risklus d’ar c’houlz bloaz-ze. Alies, goude beza bet meur a heurvez dirak ar fornigel, e ranke mont en avel, gouest da dapa he maro.

Eur c’hlenved a dapas evelse. Ar vestrez-keginerez he doa he c’haset d’ober eur gefridi er meaz, hag hi tom d’ezi. Eun heur bennak goude e sante poan benn hag abarz ar pardaez eur medisin a rankas dont.

Henman a welas e oa eur goumansamant terzien dom krog er plac’h. Riskl zoken e oa eviti.

Ar vistri ne c’houlennent tam ebet kaout eur glanvourez en o zi da louzaoui. Ober a rejont he c’has d’ar c’hlanvdi (hôpital).

Tremen eur miz a oa abaoue m’edo er c’hlanvdi hag Annaig n’oa ket yac’heat c’hoaz. Kement he doa kollet he nerz ma talee da barea…

Hed an deiz, en eur gwele, en-dro d’ezi tud o klemm, lod zoken war o zremenvan, ronklen ar Maro ganto, hep den war o zro, ar plac’hig he doa amzer da zonjal. N’eo ket hep tristidigez e taole he zellou war he buez tremenet. Keuz divezad he doa d’he mankou niverus. Gant ar vez e ruzie pa zonje er c’hemm etre he buez frank hag honest e Trelaneg, hag ar vuez trist ha kablus a rene e Pariz. E don he c’halon eun tam morc’hed a waske anezi, ha dont a rea da gasaat ar re he zouellas evit kontanti, evel loened, o youlou direiz…

Pa deuas eus ar c’hlanvdi. Annaig a oa c’hoaz re zinerz evit en em lakaat da labourat. Nebeut a wenneien a jome ganti ; deut e oa da veza ken paour ma n’he doa peadra da veva nemet eun nebeut sizunveziou.

Ken koazet e oa he bizach gant ar boan ma he dije mez o tizrei d’he leac’h koz ; hag ouspen ne felle mui d’ezi adwelet ar re he c’hollas, en em ziskoez dirazo gant eun diouchod kleuz, eun daoulagad eat don en he fenn, eur c’horf sunet gant ar c’hlenved…

Kousket a reas en eur c’hrignol, hep gouzout kalz petra raje diouz ar mintin, dilabour evel kalz a vitizien all goude miziadou klenved…

Eun devez, ar zonj dizrei da Vreiz a grogas enni ; mes he arc’hant a oa war ar just. Ha neuze penaos kredi mont dirak daoulagad he mam gant he enor sklabezet er vouilhen ?…

Ne gendalc’has mui zoken da skriva d’ar gear ; hag he mam hag an ao. Turban, nec’het, a c’houlenne, outo o-unan, petra oa deut da veza !… Ar vam baour dreist-holl a ankenie. Bemdez e c’hede pôtr al liziri, ha bemdez e ranke lavaret : « Gedomp warc’hoaz ! » Warc’hoaz na deue morse… ha ne lakea mui he esper nemet e Doue…

… Diveza gwenneien ar verc’h kollet a deuzas, hag an dizesper a grogas enni.

Penaos neuze, plac’h yaouank, n’ez es ket da skei war dor eur c’henvroad madelezus hag en dije bet, marteze, truez ouzit ouz da welet kouezet ken izel ?… Perak n’ez es ket d’unan eus ar breurieziou a zo savet e Pariz evit ar Vretoned hag ar Vretonezet divroet ? Eno e pije kavet kenvroiz, laiked ha beleien, da louzaoui gouliou da galon, da glask eur plas mad d’it pe d’az tizrei da Drelaneg… Allaz ! morse den na lavaras d’it ez euz Bretoned e Paris hag a ro poan, amzer hag arc’hant da zikour ar re, eveldout, o deus bet an diskianterez da zont d’ar gear-veur. An dud vad-ze, n’o anavezes ket !…

Diarc’hant, diharp, taolet war ar ru, evit beva Annaig en em roas d’ar vuez fall… Ne glaske mui plijout ! Hep mez, e ruilhas er fank ha digemer a reas goulenn ar c’henta a gavas. Aon he doa hepken da vervel gant an naon…

Gant eul labourer, nevez marvet e wreg, e taouhanteras he buez. Eun hostaleri a zalc’has en eur ru striz, darempredet dreist-holl, gant an dud a renk izel.

Hen a laboure en eur stal c’hlaou, hag hi a jome er gear da zervicha an everien a deue di da droka o arc’hant ouz moc’haj boeson.

Bemnoz, o tizrei eus e labour, ar micherour a rea buez d’ar gezez. Annaig a deuas da c’houzout petra eo ar bazadou.

Brasa c’hoant ar Vretonez a oa kuitaat an ifern-ze. Gant ar yec’hed he doa adkavet he liou fresk gwechall. He gened a reas d’ezi gounit karantez eur bourc’hiz, komiz disliou, en eur « minister » bennak.

Hennez a deue d’an ti, bep mintin ha bep pardaez, e-unan, tra ken nemet abalamour da zaoulagad glaz ar vestrez. Chom a rea pennadou mad da gomz gant an hostizez goude beza kemeret e vanne kafe pe e vanne « hini-dous ». O c’haozeadennou a veze, da genta, disliou awalc’h : war an amzer pe war an tammou cholori a veze er ru eo e tivizent.

Eun devez, evelato, o hardisaat ouz ar vaouez, e c’houlennas outi :

— « Ar vicher hostizez a blij d’eoc’h, Itron ? »

Annaig, araok respont, a dennas eun huanaden.

— « Red eo en em blijout en eun tu bennak, emezi… Ar vuez a zo tenn !… »

Ar pôtr, neuze, a gemeras bemdez muioc’h a droad war ar vestrez, hag eur wech zoken e kinnigas d’ezi dont gantan.

Eun nosvez, o tizrei diwar e labour, ar micherour a oa mezvoc’h eget kustum hag a reas eur jolori ifern en ti.

Annaig, neuze avad, er meaz anezi he-unan, a lakeas en he fenn ar mennoz start da respont, en devez warlerc’h, d’ar merc’hetaer a deue bemdez d’he zenti.

— « Pa gerot !… »

Ar micherour a gavas ar gaoued dibrenn diouz ar pardaez, hag al labouz nijet !… Doug an noz e redas… Goulenn a reas kelou eus e vourc’hizez digant an holl amezeien ; mes ar re-man, ha ne glaskent tam lakaat o fri e aferiou ar pôtr a respontas d’ezan :

— « N’hon deus gwelet netra !… »

Ne lavarent ket a c’hevier, rak Annaig a oa tec’het an didrousa ma c’helle, hep tintal grik da zen…

Da beleac’h e oa eat ?…

Al labourer a glaskas her gouzout, en aner, en deiziou kenta. Mes goude e seblantas ankounac’haat pep tra…

— o —

Noz e oa, hag Annaig, ar buhana ma c’halle, a gerze dre ruiou Pariz, o tizrei da di he mignon nevez.

E korn eur ru, setu ma tigouez a benn gant eur vanden vicherourien. Sioul e tremene abiou d’ezo, hep ober an distera van, pa youc’has unan eus ar wazed (an hini oa bet faziet gant Annaig, eun nebeut deiziou kentoc’h.)

— « Sell ar c’h… ! Aze emaout !… »

Ar Vretonez baour a gemeras spont oc’h anaout ar vouez-ze evit beza hini he mignon koz, hag e klaskas tec’het d’ar red. Mes a veac’h ma he doe amzer d’ober teir gammed ma kouezas d’an douar, pilet gant eun taol troad roet d’ezi, en he c’hostez, gant kement a nerz hag a c’houezder ma kollas he anaoudegez. Ar micherour neuze a zispakas eur gontel-eün hag he flantas e poull he c’halon…

- « Pell’ zo e klasken ac’hanout, eme an den dinatur o lakaat e votez war benn ar vaouez… An dra-man a zesko d’it c’hoari troiou d’in !… »

Eur griaden a lezas Annaig !

Epad ma tirede ar polised, ar muntrer a dec’he prim dre eur stread striz ha tenval…

— o —

O vale dre Drelaneg, eun tremeniad a c’hello gwelet eur vaouez goz-goz, gwenn he bleo, sebezet he daoulagad, he c’halon bepred o huanadi…

Ne gomz ouz den. Ne ra van ouz netra…

Ar vugale a dec’h dirazi, spontet ; hag ar merc’hed a ra sin ar groaz pa he c’havont war o hent…

Ar vaouez baour-ze, n’eus forz piou er barrez a lavaro d’eoc’h he hano : Mari-Jan an Ti-men eo !

Kaloupat a ra hed an deiz warlerc’h he skiant kollet abaoue ar c’helou deut d’ezi eus finvez trist he merc’h Annaig.

Jozef-P. Ar BRAZ.