Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —
Izidor
C’houi eo tad Agnez, diouz an doare ac’hanoc’h !…
Per
Ya, me eo he zad. — Pell zo ec’h eus « joa » ouz va merc’h ?
Izidor (aonik)
Abaoe disul !… — Er pardon em oa he gwelet.
Biel
Hag hirio out deuet d’he gwelet ha d’he goulenn ?
Per
Ha penaos ec’h en em gemeri evit he goulenn ?
Izidor (o c’hoarzin alvaoñ)
He goulenn ive !… C’hoarzin outi ive !… Rei taoliou lagad d’ezi ive… evel a lavare va mamm d’in deac’h da noz.
Lan
Set’ amañ eun abostol avat, va zud keiz !…
Biel
Goulenn anezi diganen-me neuze, ha gra evel pa vije Agnez amañ en da gichen bremañ.
Izidor (o ouela)
Me n’ouzon ket ober !… biskoaz n’oun bet o c’houlenn eur vaouez, na ne d’oun !
Lan
(D’an dud). Na pebez-genou lachefre !…
(Da Izidor). Ma vijen-me bet en da oad !…