Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —
Per
« Izidor Prajou, rener ar « syndicat », gantan ar groaz a vrezel hag ar vetalenn a guzulier ti-kear…
Fanch
O Agnez ! Digant hennez n’ez pezo ket kalz a gouignou sukret, nag a chakola… Diwal da goueza gantan !
Per
« Izidor a blij d’in kenaén…
Fanch
Oh ! mat ! evit d’in-me ne ra ket en holl. Ne oar ket zoken goulenn eur vaouez e-unan !!!…
Per
« Met eun all eo a vezo va fried, eun all hag a garan abaoe…
Fanch
Me eo hennez, parbleu ! Ar re all o deus bet pep hini e zac’h.
Per
« Fanch Maltourn, al lemmer, a blij d’in kenañ…
Fanch (o tridal)
M’hen douete, Agnez ! Va c’houignou a gavi mat…
Per
« Gantan ne vezo morse dilemm na va zizailhou na va c’hontelli, met gwenn ha divergl e vezint bepred…
Fanch
Oh ! allaz ya, avat, Agnez !