(Skriva ha lenn uhel a ra peb ger). « Va Mignon ker, eur blijadur vras eo evidoun gellout kinnig teir c’had d’it. An dra-ze a ziskouezo d’it pegen evurus eo bet va abaden chaseal. Kredi a rafen ober gaou ouz hor mignoniach koz, o chom hep kas d’it peadra da ober evit morlarjez eun tam lip-e-bao. Lavar da Gatel lakaat he holl wiziegez da ober mad ar geusteuren. Da vignon koz, Pendolog ». (Koms a ra). Kement-man a ray, a gredan, ar vrasa plijadur d’am mignon Bidoch. Petra bennak an donezon ne dal nemeur, n’eo ket, evelato, eus an disterra kennebeut.
Aotrou, prest oun ; pa gerot ez in.
Mad eo !… Setu aman al lizer ha kemer ar banerad gedon-ze. ha kas anezo holl d’am mignon Bidoch. Klevet ec’h eus ?…
Ya, aotrou.
A-benn koan e vezi distro, mechans ?
Oh ! ya, aotrou ; mar gellan, mes eur pennad mad