Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

doare n’oa mui nemet e benn a-zioc’h ar pont, a reas c’hoaz eur griaden oc’h Tremintin oc’h e bedi d’en em zavetei. Neuze e tiskennas tre.

« O Intron-Varia-Porzik ! » eme Tremintin.

Kerkent e savas al lestr a-bez en ear ; eur strakaden spontus a oe, hag al lestr, an tan ennan, brevet oll, lakêt a beziou, a gouezas tamm ama, tamm a-hont, war ar mor. Prestik goude, den n’en divije gouezet oa bet eul lestr eno ha tud a-leiz ennan.

Ar c’habiten Bisson a oe drailhet, an holl forbaned a oe flastret ive, dispennet ha lonket holl gant ar mor. Tremintin a yoa oc’h en em erbedi ouz ar Werc’hez er mare ma tispenne al lestr, Tremintin a oe savet en ear, en devoe eun troad divarc’het, e gorf devet, mes n’oa ket maro tre pa gouezas er mor. Dres e kavas eur gorden dindan e zaouarn, hag evitan da veza dare da goll e anaoudegez, e talc’has krog mat enni. Ar gorden-ze a yoa stag oc’h unan eus ar bagou bihan deuet da heul listri ar forbaned, ha prestik goude Tremintin a yoa war an aod chachet gant ar vag vihan-ze, da lavaret eo e c’helled lavaret dre vurzud. Tremintin a oe semplet eno eur pennad mat, ha pa zizemplas ez oa unan eus al laeron-vor o lammet digantan e zilhad ha kement a yoa war e dro. Tremintin a reas eur finvaden bennak, ha kerkent e oe lakêt beg eur gountellazen war e galon, oc’h e c’hourdrouz hen laza dioc’htu mar graje an disterra van da zifen ar pez a yoa en dro d’ezan. Ar pez a rea ar muia poan d’ezan oa gwelet o vont gant ar forban montr ar c’habiten kez, ha ne c’hellje ket hen renta d’e c’hoar.

Wardro dek eur dioc’h ar mintin e oe kavet, en noaz ha dare da vervel, gant tud eun tammig gwelloc’h. Gouarner an enezen (en enezen Stanbali edo) a reas e zougen d’e di el leac’h ma oe prederiet gantan, ha pa oe pare tost da vat e lakaas e zougen da Frans.

Tremintin e-unan eo en deus kontet kement-ma.