Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/104

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —


Bragou kenta Paolig


————


E meur a garter eus a Vreiz, ha zoken e karteriou-all, e weler awechou potred seiz, eiz vloaz, ha betek nao, dek vloaz, ha n’o deus ket c’hoaz ar pez dilhad-se anez pehini eur paotr n’eo ket c’hoaz eur paotr tre, a zo c’hoaz e renk ar merc’hedigou, me fell d’in lavaret eur bragou. Awechou marteze kement-se a zigouez dre an diegi he deus ar vamm o lakaat he c’hrouadur e renk ar baotred ; awechou-all ive n’he deus ket a beadra da brena an danvez a ve red evit lakaat ar pez dilhad prisius-se en dro d’he mab. Setu petra c’hoarvezas gant mamm Paolig ez eomp da goms dioutan. Ker paour oa, ma ’z oa deuet he mab d’e zek vloaz, hep m’he divije gallet c’hoaz e vragaoua. War bouez gwriat, takounat, staga an eil oc’h egile, koz tammou lien ha koz tammou mezer, he devoa great d’ezan eur pez dilhad ha ne oa ket tre eur zae losten, ne oa ket tre eur zac’h, ne oa ket tre eur bragou, en eur ger, ne oa ket tre henvel oc’h nikun euz an tammou dilhad bet great ha krouet betek neuze gant kemenerien ha gant kemenerezed, pegement bennak a spered hag a ijin o deus da zevel giziou nevez.

Paolig, a c’hellit kredi, a veze great gwap anezan abalamour d’e zae. Eur potr ker bras hep bragou ! Red e ve beza bet eleac’h ar potr keaz evit gouzout mat pegement e c’houzanve. Evelse ive, bemdez Paolig a hope war e vamm o c’houlen eur bragou hag ar pez a rea ar muia poan d’ezan oa gwelet bugale an amezegez, Perig, Laouig, Yannig, o zri bragaouet hag i koulskoude o zri yaouankoc’h evitan. Paolig eta a bede e vamm ker brao ha tra. Ne rea ket a forz peseurt bragou da gaout, pe lien pe vezer, pe rus pe c’hlas, pe goz pe