Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/105

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

nevez ; gant m’en divije eur bragou, eur gwir vragou, ne c’houlenne ken.

« Ma, a lavaras e vamm d’ezan eun dervez, bez paotr mat ha sentus, lavar kalonek da Bater, noz ha mintin, hag em bezo eur bragou d’it a-benn gouel Yann. »

N’em beus ket ezom da lavaret d’eoc’h pegement e tridas kalon Paolig o klevet ar c’helou-ze. Azalek neuze betek gouel Yann, e kontas hag ec’h adkontas ken alies an derveziou, hag e kave keit an amzer, ma oe darbet d’ezan kredi ne deuche biken ar gouel kaer-ze, an dervez-se en doa kement a vall da welet.