Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —


Gouel Yann a deuas koulskoude d’e vare. Ar vamm geaz, dre boan a-walc’h, hag ive bennoz Doue d’an dud vat, he devoa gallet sevel eur bragou da Baolig ; ha pa zihunas dioc’h ar mintin, ar paotr, kenta welas, oe an tamm dilhad prisius, eur bragou, eur bragou nevez-flamm. Ne oe ket ezom, kredit ac’hanon, da jacha warnan evit ober d’ezan sevel. Ar bragou a oe poket d’ezan, lakeat buhan, hag eur pennadig goude, edo Paolig o vont hag o tont dre ’n ti gobius, mil gwech eürusoc’h evit eur roue pe eun impalaer. Ne bade ket gant e fouge.

E vamm a vousc’hoarze oc’h e welet gwech soun e benn gantan, gwech e zaoulagad pleget da zellet oc’h e vragou nevez. Abarz eun heur goude, oa bet ar c’hanfard oc’h en en em ziskouez e tiez an holl amezeien. N’en doa ket, zoken, tizet dibri eun tamm, ken ne oa bet gwelet ar bragou gant Perig, Yannig ha Laouig, hag evel n’oa ket c’hoaz a-walc’h, o veza en em gavet gant Alanig, eur paotr eun tammig brasoc’h evitan, hag a yoa o vont d’ar vourc’h, ez eas ive d’ar vourc’h gant e vignon. Siouaz ! ama eo ema ar chanz o vont da drei. Gwelloc’h en divije great kalz Paolig chom er gear. Mes eur paotr bragaouet evit ar wech kenta a gred e c’hell hiviziken mont e pep leac’h. Paolig a gave d’ezan e oa dioc’htu eur gwaz.

Setu i eta war hent ar vourc’h, Alanig hag hen. Bez’ o doa da dremen e-biou d’eun tammig glazen pe flouren a yoa e kostez an hent ; eur wazennig zour a rede hed ar c’hlazen-ze, hag a-zioc’h ez oa eun dorgennig. Diwar gern an dorgen pe an duchennig-se, ez oa eun doare gwenojen soun, war ziribin, hag eno ar baotred a yoa boaz da gemeret o ebad. Sevel a reant war an dorgen, ha neuze e tiskennent a-ruz war ar c’hlazen. En em lezel a reant da vont a-ruz, n’eo ket war o zreid, n’eo ket war o daouarn, n’eo ket war o c’hein tre ken nebeut, mez war an tachad-se eleac’h ma ’z eo ledana ar bragou. N’ouzon ket, lenner, ha c’houi hoc’h eus great ar c’hoa-