Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

paotr a yoa re a diz warnan, hag a risklas tre betek ar wazig dour eleac’h ma oe glebiet, kailharet ha goloet a bri ar pez a jome gantan eus e vragou.

Me ho lez da zonjal pebez glac’har, pebez anken evit ar paour kez Paolig ! Penaos mont d’ar gêr er stum-ze ? Penaos mont dirak e vamm ? Ha kaout c’hoaz, douetus, fest ar vaz ! Paolig a skuilhas o vont ac’hano d’e di daelou a-walc’h evit gwalc’hi e vragou, ma vijent bet destumet.

E vamm a yoa eur gristenez vat hag a ouie diorren mat he bugale. Gouzout a rea ne dleer ket kastiza eur c’hrouadur pa fazi dre skanvadurez hag hep sonjal, evel pa fazi dre benn fall ha gant anaoudegez eus ar pez a ra. Evelse, petra bennak ma ’z oa keuz ganti gwelet kollet an holl boan he doa kemeret evit sevel ar pez dilhad-se d’he mab, ne skoas ket gantan, n’her gourdrouzas ket zoken. Ne reas nemet e alia da ziwall.

Mes Paolig a oe kastizet awalc’h, koulskoude ; rak, siouaz ! ar zae-losten a oe red da lakaat adarre, ha da zerc’hel, zoken, meur a zervez, ken ne devoe gallet ar vamm baour dont a-benn da lakaat ar bragou freuzet e stad da veza gwisket a-nevez. Hogen, mar great gwap diaraok eus ar paotr keaz gant e zae-losten, e reat c’hoaz muioc’h brema, ha Paolig a renke plega e benn gant mez, meur a wech.

Brema, marteze, ho pefe c’hoant da c’houzout petra deuas Paolig da veza divezatoc’h ? Setu ama e berr gomzou.

Er c’hatekiz, person ar barrez e welas ez oa Paolig eur bugel fur ha sentus, en doa kalz a spered hag a skiant vat, hag ez oa devot evel eun êl. E gemeret a reas en e di, hag e reas d’ezan studia. Goude-ze, her c’hasas d’ar skolach eleac’h ma oe atao unan eus ar re genta e-touez e gamaladed. Divezatoc’h, ez eas d’ar c’hloerdi bras, hag eno e oe evit ar gloer yaouank eur skouer a bep seurt vertuziou. O veza beleg e labouras