Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

en ho ti : kement a riou hag a naon am eus ! Skuis maro oun ivez o c’haloupat ar c’hoajou.

An aotrou persoun a azezas war eur skabel. Dare oa koan. Goude beza lavaret ar pedennou, ha goulennet. bennoz Doue war ar boued ez ead da gemeret, an aotrou person a yoa o kas eun tamm bara d’e c’hinou, pa oe klevet trouz tud o vale dirak an ti ha prestik goude e koueze taoliou pounner war ar paour kez dor.

— An enebourien ! eme an aotrou person. Lezit ac’hanon da vont daveto. Ne fell ket d’in ho pefe da baea ho karantez evidon. Digorit an nor !

— Biken, aotrou Person !

— Red mat eo koulskoude !

— Aotrou Person, gellet e vezo marteze savetei ac’hanoc’h. Deuit ! Deuit !

Ar c’houeriad a jachas ar beleg keaz warzu eun are hig a yoa en eur c’horn eus an ti hag a reas d’ezan mont ebars.

— Dreist-holl, eme an aotrou person, n’it ket da lavaret gevier ! Ne fell ket d’in, klevet a rit ? Ne fell ket. d’in prena va buez gant eur gaou !

Edo ar chas Gall o tivarc’ha an nor pa ’z eas an ozac’h da zigeri.

— Eur beleg a zo kuzet ama. a lavaras ar bleizi o yudal. E peleac’h ema ? Lavar buhan ! Ha diouall na lavarfez gevier d’eomp !

Ar c’houeriad a reas eun heja d’e skoaz hag a lavaras : Grit hervez ho micher !

— Asa ! lavar : E peleac’h ec’h eus kuzet anezan ? Da respont, mar deo gaouiad, a gaso ac’hanout d’ar maro, ha da dud ivez.

Kedern a zavas aon gantan ; dont a reas da veza drouk-livet, hag edo o vont da zempla. Kemeret a reas kalon evelato o sonjal n’edo ket ar mare da goll ar penn.

Ar gourdrouz a vije sevenet, her gouzout a rea ; an armou a lugerne en o daouarn a yoa c’hoaz rus gant ar