Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —


Ar marc’heg milliget


————


E Breiz-Izel, en eur c’hornig a venez Are ez eus eur chapel dindan hano St-Herbot, hag ar chapel-ze zo anavezet ha darempredet gant kalz a dud. E kichen ar chapel-ze ez eus ar pez a c’halver eur c’houez-dour hag a deu tud a-bell da zellet outan. Ar ster Ellez, goude dont eus an douar e Gun-Elle, e-troad menez Sant-Mikeal, a dreus Brenniliz ha Lokefred o vont war-zu Sant-Herbot. Ar ster a zo eno war eur blenen uhel, mes araok digouezout e Sant-Herbot e tisken en eun taol, diwar ar menez, en eun draonien pe stanken don don. An dour en em daol a gas, a lamm da lamm, a roc’hel da roc’hel, hed wardro eur c’hard eur bale, azalek ar beg betek ar goueled. Dreist-oll pa vez krenv an doureier, ne weler nemet eonen evel eul linser wenn ledan stignet o plega hag o tisplega azalek gorre ar menez d’an traon hag e klever eun trouz a laka da dregerni ar c’harter-oll. En daou du d’ar ster ez eus koat, ha gwelet a reer ive stank a-walc’h, oc’h diribin an dorgen