Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

zonn-ze, peziou rec’hel ha ne gretet ket mont tost d’ezo, rak dalc’hmad e sonjfet e vent o vont da riskla eus al leac’h m’emaint ha da ruilha da oueled an draonien.

Dindan unan eus ar rec’hel-ze ez eus eun toull, evel eur c’hao, hag e goueled ar c’hao-ze, don kenan, ez eus eun eienen a red an dour anezi en eur feunteunig eur pennad ac’hano. Hounnez oa gwechall feunteun Sant Herbot. Hogen, abaoue ma ’z eo digouezet ar pez ez eomp da verka ama, an eienen-ze n’he deus mui a hano ; he dour a zo milliget ; ar mesaer a dec’h diouti, ha ne fell ket d’ezan zoken lezel e loened da eva eus an dour-ze.

E kichen dor ar c’hao-ze ez eus eur mean-hir astennet e-touez ar c’hinvi ; dindan eur penn eus ar mean ez eus eur mean-all bihannoc’h. A-bell e kemerfet ar mean-ze evit eur mean-hir, evel a zo eleiz e Breiz Izel, mes a-dost e ve lavaret e ve eno war e c’hourvez eur marc’heg gant eur mean dindan e benn oc’h ober penn-wele. Hennez eo skeuden pe mean ar marc’heg milliget, a zav ac’hano a-wechou, a leverer, hag a glever oc’h hirvoudi. Setu ama penaos eo bet savet an histor-ze.

Eun amzer zo bet, hag an holl o deus klevet hano eus an amzer-ze, ma ’z ea, eus a Vro-C’hall hag eus an holl broiou kristen, tud a vandennou d’an douar santel, da vrezelekaat evit difen bez hor Zalver hag al leac’hiou all bet rusiet gant gwad Jezuz-Krist, pe bet santelleat gantan o vale dreizo. An duchentil dreist-oll a yea en hent, ar re da vihana anezo a yoa kristenien vat, ha pep hini a gase gantan muia ma c’helle eus e wazien, eus ar re ma en doa gwir warnezo. Setu petra c’halvet ar brezel santel pe brezel evit ar groaz, hag ar re a yea d’ar brezel-ze a c’halvet kroazourien, ha dougen a reant eur groaz e mezer war o dilhad. Ar Vretoned ne oent nak ar re ziveza o vont d’ar brezel santel-ze, nak ar re a ziskouezas ennan nebeuta nerz-kalon na nebeuta feiz, hag ar Sarazined, an dud divadez eus ar vro-ze o deus