Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/117

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

dalc’het sonj pell amzer eus an taoliou kaer great eno gant tud a Vreiz-Izel. En amzer-ze ez oa a-dost da Zant Herbot daou gastell hag a yoa o chom enno daou zijentil, daou varc’heg, ar marc’heg Ruskeg hag ar marc’heg Rusdal, hag an daou gastell a zouge pep hini anezo hano e berc’hen.

Ar marc’heg Ruskeg a yoa eun dijentil a lignez uhel eun den eus ar re wella, eur c’hristen kalonek, karet gant e wazien ha gant an holl. Ne vije ket bet brao er mare-ze mont da glask stourm oc’h kastell Ruskeg. Gwelet e vije bet hep dale labourerien-douar, mesaerien, pilhaouerien o kemeret, e defot gwell, pep hini e benn-baz evit mont da zifen an Aotrou. Ar vugale zoken, o tiouall an denved er menez, a vije eat d’an emgann gant o fenn-baz-dotu, kentoc’h eget lezel ober droug d’an hini a garient holl bras ha bihan. Kerkent ha ma oe hano da vont da zifen bez hor Zalver, marc’heg Ruskeg, evel eur c’hristen mat ma z oa, a oe unan eus ar re genta oc’h en em lakaat en hent, hag o testum eur vanden eus e wazien hag eus e vignoned da vont d’e heul.

Marc’heg Rusdal ne oa tamm henvel oc’h an dijentil mat hon deus komzet anezan. Rusdal a yoa eun den kris ha diboell. Kredabl oa bet badezet ; hogen, hag e vije bet divadez, n’en divije ket renet eur vuez dizuchoc’h, direoloc’h na gwasoc’h evit a rea. E wazien hag ar re a yoa dindanna ne dosteant morse outan nemet en eur grena. Beva a rea en e gastell gant eun toullad mevellou pe lakizien ken direol, ker kris ha ken divadez hag hen. Ne deant er meaz eus ar c’hastell-ze nemet evit skrabat ar pez a blije d’ezo : laeres ha laza a yoa evito eun ebat. Tec’het a reat dioc’h ar c’hastell evel dioc’h eun toull laeron. Abaoue ma oa eat an dijentil Ruskeg d’an douar santel, Rusdal en doa kresket c’hoaz e dorfejou, ha kresket oa ive dre ar vro ar strafuilh hag an enkrez a yoa razan. Rak, e c’hellit kredi, Rusdal n’oa ket eat da zifen bez hor Zalver ; eun den eveldan n’oa