Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/120

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —


— Petra, emezan, ha ne ve ket kouls mont eleac’h-all ?

— Aon ec’h eus Rusdal ? Mar ec’h eus aon, chom aze, mes me lavaro ez out eur marc’heg digalon.

— Me… aon ! bale e leac’h ma kiri, n’eo ket Rusdal a jomo warlerc’h…

— Ni welo.

— Pe zeiz eo red mont ? Da be heur ?

— Henoz, brema dioc’htu. Selaou !

Ha kerkent e klevfchont horolaj ar c’hastell o sini hanter-noz. Ar sorser a gontas an daouzek taol hini da hini, a vouez uhel, ha pa en devoa kontet an daouzekved taol e lavaras :

— Alo, setu ar mare ; mar deus gwad en da wazied, deus war va lerc’h !

Evel daou lapous noz, pe daou ziaoul o klask tud da zamma, ez ejont ac’hano, buhana ma c’hellent, a-dreuz al lann hag ar brug, e-trezek feunteun Sant-Herbot.

Araok mont larkoc’h, lavaromp petra oa an hini a yoa deut.da gerc’hat Marc’heg Rusdal, hag a lavare oa e hano Korrig pe sorser Lannedern.

Korrig, evit gwir, a yoa ganet e Lannedern. E vamm a yoa eur gristenez vat, hag he divije e ziorroet evel m’eo dleet ma vije chomet beo gantan. Siouaz ! dont a reas ar maro d’ezi pa oa c’hoaz bihan he mab. Korrig a oe neuze dilezet, rak e dad, hag a garie re ar picheradou, en em lakeas neuze da rener saout ha loened-all, evit kaout tro evel-se da vont dalc’hmad eus an eil kear varc’had d’eben, ha da derri e zec’hed aliesoc’h, hag e lezas e vab d’en em denna evel ma karje. Korrig en doa spered, mes evel n’en doa den na da gemeret soursi anezan na d’e gelen, en em roas d’an droug. Evel eur parkad ed doareet brao da genta, ma na vez ket c’houennet, ma na vez kemeret soursi ebet anezan, a deu al louzeier fall da zevel ennan ha da c’hounit var an ed mat ; evel-se e c’hoarvezas gant ar paotrig-ma.