Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/121

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115

N’en devoa den evit hen difazia pa vanke, ha gevel-se an droug a deuas e ber amzer da c’hounit en e galon war ar mad. E dad ne roe d’ezan nemet gwall skouer. Pa deue d’e di goude beza bet diou pe deir zizun o vale, pa gleve tamall eun droug bennak d’e vab, en em lakea d’e vazata, hag eun dervez e skoas gantan gant kement a grisder, ma tec’has Korrig ac’hano en eur douet ne deuje mui biken war-dro e dad na d’an ti eleac’h ma ’z oa ganet. Neuze ez eas da veva er c’hoajou, gwech ama gwech ahont, en toullou dindan ar reier, hag ac’hano ez ea da c’houlen an aluzen, pe da laëres, dioc’h ma kave tro. Pa oa deuet da veza den a-walc’h, en em lakeas da ober similherez, ha tud ar c’harter o doa aon razan her galve sorser Lannedern.

Korrig a ouie pebeus kasoni en doa Marc’heg Rusdal oc’h Marc’heg Ruskeg. Gouzout a rea e tlie an dijentil digouezout er gear, distro eus an douar santel, goude beza brezelekeat eno gant kalon evit bez hor Zalver. Ha setu perak oa deuet da gerc’hat Rusdal evit taga an dijentil Ruskeg araok ma tigouesche en e gastell.

Korrig ha Rusdal a yea eta a-brez, evel m’on eus lavaret. An noz a yoa tenval-zac’h ; lammet a reant er poullou dour ; steki a reant oc’h ar reier ; ar skourrou gwaz a fouete d’ezo o drem ; o dilhad a yoa treuzet gant an dour bil a rea. Rusdal a yoa eat ker skuiz ma na c’halle mont ken.

— Ehanomp eun neubeut, emezan.

— Ehana ? eme ar zorser o laosker eur c’hoarzaden c’houez.

— C’hoarzin a rez, den fall zo ac’hanout, oc’h va gwelet skuiz maro !

— C’hoarzin pe vervel, eme ar zorser ; bete vrema, Rusdal, n’ec’h eus bet nemet ebat ; ma n’hellez mui c’hoarzin, n’ec’h eus ken nemet mervel.

— Den fallakr, te da vihana ne c’hoarzi mui ! Hag ar marc’heg a yea da dreuzi Korrig gant e gleze. Mes