Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

hema a yeas en eul lamm pell dioc’h Rusdal, hag a lavaras adarre en eur c’hoarzin :

— Klask a rez va laza, Rusdal ; mes neuze, ha da venjans ? Neuze e fell d’it lezel Ruskeg didrouz ?

— Biken ! ha pa rankchen…

Ne gredan ket merka blasfem ar reuzeudig.

— Ma, neuze, dalc’h mat da zont d’am heul.

Etre daou oant digouezet e kichen feunteun Sant Herbot, er c’hao dindan ar roc’hel.

— Ehan brema eur pennad, eme ar zorser, rak bremaik ez pezo ezom eus da nerz. Ha neuze, n’ec’h eus ket lavaret c’hoaz pegement a aour ec’h eus sonj da rei d’in. Me ne garan ket labourat evit netra, hag ar zervich a rentan d’it ne deo ket dister.

Rusdal n’en doa ket bet c’hoaz an amzer da respont, pa weljont eur c’houlaouen dindanno e goueled ar draonien, e-touez ar gwez.

— Henhont eo ar marc’heg Ruskeg ? eme Rusdal.

— Hen e-unan, eme ar zorser ; ema war varc’h ha daou vevel en e raok, eul letern ganto.