Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/125

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —


Ar porsier a zigoras an nor d’ar zoudard hag a gasas anezan da gaout an Aotrou a oa o tomma e-kichen. eun tan brao e sal vras ar c’hastell.

— Noz vat, Aotrou ! a lavaras Dizoursi oc’h erruout er zal.

— Noz vat, va faotr, a respontas an dijentil. Petra. fell d’it ?

— C’hoant em befe da gaout lojeiz, rak skuis maro oun, naon em eus ivez ha gwenneg ebet n’em eus.

— Loja rin ac’hanout a-walc’h, ha zoken bez’ ez pezo kement a gari da zibri ha da eva, ma n’out ket aonik, ha ma karez tremen an noz en unan eus kambchou ar c’hastell a vez gwelet bemnoz enni, teuzed, diaoulou, pe me n’ouzoun ket petra. Ar pez a c’houzoun eo e ve enni eun trouz, eur safar bemnoz ma ne c’hell den chom a-dost ; red mat eo bet d’eomp dilezel krenn ar gambr-ze. Ma teuez a-benn da gas kuit an drouk-sperejou, ma c’hellfomp distrei adarre da jom enni, kleo, n’ez pezo ket kollet da boan, paeet mat e vezi.

Dizoursi a respontas :

— C’hoant am eus da ober eun taol-esa, daoust petra c’hoarvezo. N’oun bet morse eur c’hrener, ha ne zisplijfe ket d’in gwelet eun tammig an diaoul a-dost ; alies a-walc’h em eus klevet ober e gaoz hep mac’h anavesfen anezan egiz-all. Goude tout, n’eo ket marteze, ken drouk ha ma lavarer.

— An dra-ze avat, eme an Aotrou, a zo kozeal ; te a zo eur paotr dibikouz. Mont a ran da gas ac’hanout betek eno. Kaout a ri er zal ar pez a goat az pezo ezom evit ober tan, ha bremaik me a roio urz da gas d’it bara, kig, chistr ha gwin kement ha ma kari. Ober a ri goude da geusteuren evel ma plijo ganez.

Dizoursi a yeas er zal vras, hag hep dale e teuas mevelien da zigas d’ezan eur feskennad danvad kris, eur vouchen vara gwenn ha c’houec’h boutailhad gwin koz. Da genta e reas eun tantad bras a dan hag e lakeas