Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/126

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

ar c’hig ouz ar ber. Goude ec’h azezas en eur gador vourret e-kichen an tan, e tanas e gorn butun, e tistoufas eur voutailhad gwin hag ec’h evas eur werennad. Hag e chachas war e gorn butun endra ma selle ouz ar c’hig o rosta.

— Petra eo ar spont ! emezan. An dud-se a gav d’ezo ez eus ama teuzed, korred, diaoulou, ha me c’hoar ?

…Ha gwelit pegen sioul eo pep tra dre ama ! peger brao emaon-me ama !… Ne vijen ken fall ganti ama, dreist-oll ma vije great ker brao atao d’in…

Hag hen ha diskarga eun eil gwerennad gwin ; edo o vont da staga ganti pa glevas eun trouz bras er siminal ; hepdale e kouezas en tan eur spez dic’hiz, eun diaoul, kredabl, hag a grogas ennan hag hen stlapas hep diezamant ebet betek ar penn pella eus ar gambr, koulz ha pa vije bet eur fagoden, hag hen da azeza en e leac’h war ar gador vourret.

— A la zonjas Dizoursi, setu ar zabat o vont da zigeri ! O n’eus fors, gwelet a raimp pe seurt finvez a vezo.

Sevel a reas en e zav, hag hen o vont da azeza dispont e kenver an hini nevez deuet, en eur gador-all, en tu enep d’eben. Hogen, prestik e klevas adarre trouz er siminal, hag eun eil Aotrou henvel mil ouz ar c’henta a gouezas adarre en tan, a zavas prim en e zav, hag ober ivez evel egile, kregi er paotr hag hen stlepel e penn pella ar gambr, ha da azeza en e leac’h.

— Setu ama mignoned difeson ! a zonjas Dizoursi o sevel en e zav ; va rost eo a dle beza poaz ; mont a ran d’hen tenna eus an tan, n’eo ket dont a rafe c’hoant d’ar re-ma da zailha gantan.

Dizoursi a eure d’an oaled ; edo o vont da gregi er rost pa gouezas eun diaou-all en tan, hag hen henvel e pep tra ouz ar re a yoa deuet en e raok. Hema ivez a grogas e Dizoursi hag hen taolas rost hag-all e penn pella ar zal.