Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/130

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —


— Labourat a rez a galon vat, Dizoursi ! a lavaras ar yaouanka.

— Red mat eo da bep unan labourat, Aotrounez, evit gounit e voued, a respontas Dizoursi.

Hag e tenne an houarn eus an tan, e skoe warnan gant ar morzol, hag hen lakae adarre en tan.

Ar c’houezen berad warlerc’h berad a zivere stank eus e dal. An daou dremener a jome bamet da zellet outan.

— Eveldout, Dizoursi, me a gar al labourerien, a lavaras adarre an dianavezet, hag evit hen diskouez d’it, gra ouzin teir goulen, ar re a giri, hag ez pezo hervez da c’hoant.

Dizoursi a reas eur zell korn ouz an daou zen, a vousc’hoarzas evel eun den ha n’eo ket bras e fizians.

— Da genta, eme ar c’hosa eus ar veajourien, goulen ar baradoz.

— Ar baradoz, va den mat, a zo d’an nep hen gounez, ha ne vez ket roet evel-se n’eus fors da biou, mechans.

— Komzet mat ec’h eus, eme ar yaouanka ; gra ouzin da deir goulen, ha me a raio hervez ma fello d’it, daoust petra c’houlenni.

— Mat, alies e teu sec’hed d’in o skei war an houarn, hag ar feunteun a zo gwall bell. Bez’ em eus aze eur wezen-ber er porz, a-drenv ar c’hovel ; goulen a ran ma tougo frouez kaer ha dare e pep mare eus ar bloaz, zoken er goanv.

— Da c’houlen ez pezo, eme ar beachour.

Kerkent gwezen-ber Dizoursi a oe goloet a vleun gwenn hag eur pennadig goude n’oa mui krenv a-walc’h ar skourrou evit dougen ar zamm per alaouret a yoa outo. Edot koulskoude e miz genver.

— Gra da eil goulen, Dizoursi, a lavaras adarre ar beachour.