Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —


— Goulen ar baradoz en dro-ma da vihana ! a lavaras a nevez an hini koz.

— Roit peoc’h d’in-me gant ho paradoz, tad-koz, a respontas Dizoursi ; ar baradoz a zo d’an nep a c’hoar e c’hounit, her gouzout mat a rit, ha fizianz am eus ne vezo ket serret ouzin goude va maro, ma em eus e c’hounezet.

— Ar wirionez eo, a lavaras an den yaouank. Gra da eil goulen, Dizoursi.

— Mat ! me garfe kaout eur gador vourret a-ze e korn va c’hovel ; ha me garfe ne c’hellfe sevel ar re a yeolo da azeza warni nemet pa o devezo bet va aotre (va asant).

— A zo roet d’it.

Kerkent e oe eur gador vourret e korn ar c’hovel.

— Gra brema da deirvet goulen.

— Arabat eo d’it mankout da c’houlen ar baradoz en dro-ma, da vihana ! a lavaras an hini koz.

— Ravoder koz, lavaret em eus d’it roi peoc’h d’in gant da varadoz. Goulen a ran brema eur re gartou e c’hounezin ganto bep taol, n’eus fors piou a deufe da c’hourin ouzin.

— Hag ez pezo ! Del, selu aze ar c’hartou. Hag e oe gwelet eur re gartou nevez flamm war an anne.

War gement-se. an daou veachour a lavaras kenavo d’ar goveller. An daou zen-ze, n’em eus ket ezom d’hen lavaret d’eoc’h, oa Sant Per, an hini koz, hag hor Zalver Jezuz-Krist, an hini yaouank, oc’h ober o zro dre Vreiz-Izel, evel ma reant alies en amzer-ze.

Meur a vloavez a yoa abaoue m’oa bet Hor Zalver ha sant Per o welet Dizoursi. Hema a rene buez eürus o labourat en e govel, daoust d’ezan da veza deuet eun