Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/132

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

tammig war an oad, pa deuas unan-all d’e welet. Ar weladen-ma avat na reas ket a blijadur d’ezan. An Ankou e-unan n’ankounac’haas ket Dizoursi. Dioc’h e forc’h hag e eskern noaz, Dizoursi a anavezas an Ankou dioc’htu. Ne gollas ket e benn evit an dra-ze ; kenderc’hel a reas da labourat ha da skei an houarn war an anne, evel pa vije dirazan an disterra eus e bratikou.

An Ankou a gemeras an dra-ze evit eun dismegans. Sevel a reas e falc’h gant buhanegez.

— Ah ! Dizoursi, emezan, hast afo lakaat urz en da stal evit dont ganen ; da dro a zo deuet.

— Va zro petra ? a respontas Dizoursi, oc’h ober neuz evel pa n’en divije ket komprenet.

— Petra ! n’am anavazez-te ket ? Me eo an Ankou, va mignon !

— A ! c’houi eo ar mestr Falc’her ? Mat ! mat ! Alies em eus klevet ober ho kont ; n’hoc’h anaven ket, petra fell d’eoc’h ? Digarezi reot ac’hanon.

— N’eus droug ebet ; alo, deus buhan, n’em eus ket amzer da goll.

— Ya, ya, sklear eo, p’eo gwir evel ma livirit eo deut va zro, ne garfen ket mont kuit evel-se hep beza houarnet ar c’hezeg a zo aze o c’hedal e toull va dor. Azezit aze eur pennad war ar gador-ze : eur pennadig bihan hepken, hag ez in d’hoc’h heul d’al leac’h ma karot.

— Mall eo d’in mont, ha n’em eus ket amzer da c’hedal. Mont a ran da rei d’eoc’h taol ar maro. Sevel a reas e falc’h evit skei.

— Asa, kemerit hoc’h amzer, pa lavaran d’eoc’h ; petra ra an dra-ze d’eoc’h ? O ! ne viot ket pell evit gounit an amzer gollet. Lezit ac’hanon da vihana da houarna kazeg hon aotrou person. Tri houarn a zo lakeat, ne jom nemet unan, hag evit va brud vat, ne garfen ket abalamour da n’eus fors petra, lezel en doare-ze ar marc’h diveza em bezo houarnet, dreist-oll hini hon aotrou person. Petra lavarfe sant Alar p’en em gavin