Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/133

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

dirazan du-ze d’an neac’h ? Azezit eta eur vunuten, pa lavaran d’eoc’h ; o ! ne vezin ket pell !

An Ankou a azezas er gador vourret. Dizoursi en em gavas dienkrez. Hag hen da labourat en eur gana hag o sutal. Lakaat a rea an houarn en tan, c’houeza rea avel er vegin, hag e tenne an houarn eus an tan da skei warnan war an anne ; kemeret a rea e amzer. Echui eure da houarna kazeg ar person, ha meur a hini-all zoken warlerc’h hennez. An Ankou a lavaras adarre :

— Alo ! red eo mont, kalz hent a jom ganen c’hoaz da ober hirio ; n’hellan ket gedal pelloc’h.

— Terri a rit va fenn d’in e gwirionez Roit peoc’h d’in hag am lezit didrouz ha didrabas da ober va labour ! a lavaras Dizoursi. Gouzout a rea re vat n’helle ket an Ankou finval dioc’h ar gador.

Kenderc’hel a reas da labourat epad an nemorant eus an deiz, epad miziou ha bloaveziou, hag ar Maro a jome atao stag oc’h ar gador. Pa veze hano gantan da vont kuit, Dizoursi ne rea nemet c’hoarzin ha sutal gwap d’ezan betek dindan e fri. Kement-se a badas pell.

Setu ez oa kant vloaz abaoue m’edo an Ankou tachet e ti Dizoursi, ha den n’en doa gwelet ar Falc’her epad an holl amzer-ze ; hag edot nec’het o klask gouzout petra oa deut da veza. Kaeroc’h c’hoaz, keuz a yoa d’ezan, inouet oat oc’h e c’hedal, koulz ha kement ha ma ’z oa kasouni outan diagent. Ne varvet mui ; deuet oat da gemeret ar vuez evit ar gwasa eus an holl drougou.

Dont a reas Doue evelato da gaout truez ouz an dud kez, hag e kasas eal an Ankou da lavaret da Dizoursi rei frankiz d’ar Falc’her bras.

Pa zigouezas an eal er c’hovel e kavas Dizoursi oc’h houarna kezeg evel kustum.

— Penaos, Dizoursi, emezan, e c’hellez-te derc’hel keit-all an Ankou en da govel evel en eur prizoun ? Kant vloaz a zo n’eus maro den ; ema an holl o klemm