Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/134

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —

en ifern, er purkator, er baradoz ha dreist-holl war an douar ! An holl dud a fell d’ezo mervel brema. Gervel a reer ar Maro evel an hini hepken a c’hell parea ar poaniou, evel eun eal a deu da derri ar chadennou. Digaset oun gant Doue da gemenn d’it rei frankiz d’an Ankou war an heur.

— Ar wirionez eo, eme Dizoursi ; pell a-walc’h ema aze azezet war ar gador-ze. O veza n’eus trouz ebet gantan p’eo gwir ne ra nemet kousket, e feiz oan deuet d’hen ankounac’haat a-grenn. Mont a ran d’hen lezel da vont ganeoc’h. Hogen, prez labour a zo, dres. Gwelit, nag a gezeg a zo aze e toull an nor o c’hedal o zro ! Amzer hepken da lakaat eun tach bennak d’ar marc’h gwenn-ma hag a zo da Aotrou ar maner ; dioc’htu goude me a vezo ganeoc’h. Azezit ’ta da c’hedal n’euz forse peleac’h… aze, mar kirit, e-kichen an Ankou, frank a-walc’h eo evidoc’h ho taou.

Hag an eal a yeas da azeza e-kichen Mestr bras ar Falc’herien. Dizoursi a zerras dor ar c’hovel war an Ankou hag an eal, a lakaas an alc’houez en e c’hodel hag a yeas en hent gant ar c’hartou en doa roet Doue d’ezan ; n’en doa great netra ganto c’hoaz. N’oa ket eat a-bell pa gavas eun Aotrou o veachi, eun Aotrou ha n’en doa ket eur penn da blijout o welet eur re gartou gant Dizoursi en e zourn, an Aotrou-ze a deuas d’e gaout.

— Me garfe, emezan, ober eun abaden c’hoari ganez, va mignon.

— O feiz, eme Dizoursi, me ne c’houlennan ket gwelloc’h.

Hag ez ejont da azeza war eur mean bras, e kreiz eul lanneg, evit ober o abaden c’hoari kartou. Rannet e oe ar c’hartou, ha Dizoursi a c’houlennas :

— Petra zo da c’hounit ?

— Ac’hanta ! c’hoariomp ene oc’h ene, da hini oc’h va hini, a respontas an diaoul.