Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/158

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —

memes geriou hag a ranke lavaret ato araok deraoui gant pep marvailh :

— Gwechall ha gwechall all, an neb n’en doa ket a lagad a oa dall, ha breman, bepred an neb n’en deus hini na wel ket. Gwechall eta ez oa o chom eur miliner en milin ar Beler hag a oa hanvet Fanch ar Berr. War studi ar velegiach e oa bet, ha rak-se oa desket bras, hag an dud vat eus ar c’harter a grede gwir bater ez oa sorser.

Me da genta, na rean nemet gwap ouz ar re a deue da lavaret ze d’in :

— Miliner ar Beler, sorser ! Allo ’ta ! C’houi zo kollet ho penn, va den mat ? a responten da gement hini a errue ganen hag a gomze d’in eus an dra-ze.

— Ya, Yann ar C’halvez, ya, sorser… ya brao, rak teurel e ra sorserez war an dud.

— Ravoderez gwrac’hed koz evel hounnez eus ar Roc’h !

Koulskoude eun devez, diwar va c’houst va unan, e teskis e oa sorser Fanch ar Berr, ha setu aman penaos e oa darbet d’in lezel va c’hroc’hen en e di :

Kalvez-milin oun bet ato dre vicher. Eun devez, ar beleg manket am galvas da vont d’e di da reaka eur rod-vilin bennak ha ne yea ket mat en dro. Mont a ris hep marc’hata, rak Fanch oa unan eus va gwella hostizien, ma n’oa ket zoken ar gwella. Evel m’ema milin ar Beler eur c’houistellat mat ac’halen, e chomen ato da loja er vilin ; rak d’ober petra ez ajen da goll amzer o tont d’ar gear pa oa frankiz a-walc’h d’am loja eno ?

Goude beza debret va c’hoan : eun tam patatez gant leaz ribod d’o zouba, ez is d’am gwele e traon an ti… Kousket a ris buhan a-walc’h, rak eur gwall-deveziad em oa bet, ha da oa d’in diskwiza a-benn an devez war-lerc’h a vije ken gwaz all bemdez…

War-dro hanter-noz ez oun dihunet en eun taol !

Santout a ran eun dra bennak o voustra war va gar,