n’ho peus komzet d’in a Zoue… Buntet hoc’h eus ac’hanon er meaz ho ti, o sonjal kaout eur c’hrouadur nebeutoc’h da vaga… Ha ma teu ar c’hrouadur-ze d’ar gêr n’eo ket evit mervel etre ho tivreac’h, mes evit ma vezo e varo eur boan muioc’h evidoc’h. Va mamm, c’houi a gemere ho plijadur o welet ar gwad o redet, ha va c’hoar a zo aze eur groaz pounner evidoc’h… Va zad, c’hoant am beus bet ho pije ive hoc’h hini, ho kroaz. Va bez a vezo d’eoc’h, e bered ar gêr-ma, m’ho pezo sonj hoc’h eus bet muioc’h a garantez evit an aour eget evit ho mab…
Keit ha ma prezege ar mab evelse, an tad hag ar vamm kablus a jome eno e kichen ar gwele, tenval o fenn, hep lavaret ger.
Ar c’hlanvour a droe hag a zistroe.
— Hag hen ez eus eun Doue ? Hag hen ez eus eun Doue ? a youc’he heman bep eur mare. Ar gerent avat a jome dilavar.
— Eur beleg !… Buhan, eur beleg !… Digasit d’in eur beleg ! eme an den yaouank gant eur vouez c’holoet.
An tad neuze a lavaras d’ar vamm :
— Deomp ac’halen !… Alteri a ra !!!
Mont a rejont er mêz, ha pa zistrojont edo ar verc’h war gwele he breur, o kana !!!
Ar potr a yoa maro !
- Feiz ha Breiz koz (5 Even 1875).