Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/178

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —

reas d’ar gêr, ha gant eur gontel lemm hag eun tam koad fao en em lakeas, e kuz, da labourat gant prez. Ar c’hoad a gemeras, tam ha tam, stum diou votezig skanv ha koant ; neuze o brodas, o zoullas gant beg e gontel hag e reas war o choukou evel deliou ha bokedou meurbet fin. Goudeze e vogedas anezo, ken e oant alaouret, melenet, ha koant e oant evel diou vagig gant o beg moan ha tronset war grec’h, hag eur rozennig e kreiz. Lavaret e vije eur boked bleun ha deliou koad. Luc’ha ’reant zoken evel kistin dare.

Setu erru deiz kaer Pask ar vugale. Herve en doa bet digant Itron ar c’hastel, eur wiskamant nevez ’giz an amzer-ze : bragou berr ha porpant glas mor. E vleo hir melen ha flour. frizet evel gloan an oan bihan, a goueze war e ziouskoaz, en eur lugerni d’an heol, dindan e dok ledan, hag e zaoulagad a steredenne gant laouenedigez e galon.

Dindan e vrec’h e oa gantan, paket en eul lien gwenn, an diou votez dantelezet. Da betra lavaret d’eoc’h e eurusted pa zeuas en e galon glan ar Mabig Jezuz, e Vreur ken karel ? C’houi hen goar, an deiz-se eo ar c’haera eus ar vuez, hag Herve n’en doa bet eürusted ebet c’hoaz…

Goude an oferen ez eas ar vugale, hervez ar c’hustum, da leina d’ar presbital ha goude ez ejont da c’hoari eur pennad ebarz ar prad bras Neuze pep hini a ziskouezas e brof. « Herve, eme ar re all, diskouez ar pez a roi te d’ar Werc’hez. » Herve a zisplegas al lien gwenn. A boan oa digoret ar pakad m’en em lakaas ar re all da c’hoarzin a bouez o fenn ha d’ober gwap diouz ar paourkêz boutaouer bihan. « Boutouigou koad !… d’ar Werc’hez ! he ! he ! red en d’it beza leue ! Ha penaos e laki te anezo d’ezi ? » « Sell, eme mab ar miliner sell ar chaden aour a roin-me d’ar Werc’hez ! » « Ha me, eme eun all, me a roio d’ezi eur wel lien fin ha flour, nezet gant preder, gant va mamm. » Neuze mab ar