Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/180

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

souezet bras ha spontet hen adsavas ; an daoulagad glas a oa digor ha leun a eurusted, ar genou rus a vousc’hoarze c’hoaz mes ar galon, re vihan evit kement a levenez, a oa paouezet da skei. Seblantout a rea beza maro ! Ne oa ket, koulskoude, ne oa ket maro dre laouenedigez. Eur pennad goude, Herve, stouet d’an daoulin dirak e Vamm a rea d’ezi ar gwesti eus e vuez holl…

Ar Werc’hez a oa adsavet evel diagent, eun hevelep c’hoarz dous war he genou koant, mes gant ar gurunen lugernus war he fenn, ar wel war he bleo, ar chaden aour en he c’herc’hen… hag ar boutou dantelezet en he zreid…

Hag Herve ?… Herve na c’houlennas ket adkemer ar galon en doa roet d’e Vestrez, ha biskoaz den ken n’en deus poket d’an tal-ze a oa bet gwestlet gant genou glan ar Werc’hez. Mont a reas raktal d’eur manati, hag eno e varvas evel eur zant, goude eur vuez a beden hag a binijen.

Gras a c’houlennan digant Doue, evidoc’h evel d’in va unan, d’echui eveltan.

Evelse bezet great.

HERMINIK.