Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —


— Kasit ganeoc’h ! Mez taolit evez, en han’ Doue ! me zo glazet va gar gleiz ha va brec’h zeou.

— Petra ra an dra-ze d’eomp-ni ?

— O va Doue ! poan a rit d’in !

— Han, poan ? Gortoz !

Hag unan anezo ha darc’hoi eun taol sabren war benn ar paourkez Yann. Etre daou ivez, ar re all o doa tennet e holl zilhad digantan.

— Va Doue ! va Doue ! eme Jertrud.

— Petra vank d’it c’hoaz ? eme unan anezo evit e wapât.

— Eur beleg !… Lezel eur c’hristen da vervel evel eur c’hi ! Va lazit evel a garot, mes a-raok, en han’ Doue ! eur beleg !

Ha neuze Yann a lavare c’hoaz :

— Intron-Varia, ho pezet truez ouzin !

Evel respont, al laeron a ziskarge eur gaouad tôliou war ar paour kez Yann, a grie ato : Va lazit, va drailhit evel ma karot, mes eur beleg da genta !

— Ha da belec’h ez aimp-ni da glask eur beleg d’it ?

War gement-se e klevjont eur vouez en o c’hichen o lavaret :

— Unan bennak a zo dre aman o c’houlen eur beleg ?

Eur beleg a yoa eno dirazo, evel dre vurzud, evel pa vije savet eus an douar. An tri laer a oe ker souezet mac’h ehanjont da skei. Goude debat e rojont dek munuten d’ar beleg evit kovez ar paour kez Jertrud ; mes n’hen leschent ket e buez, emezo, da vont en dro d’ar c’hrenv e-touez e genseurted.

A-vec’h en doa bet ar beleg amzer da govez Yann, ma teuas al laeron en dro. Goude beza gwallgomzet ouz ar beleg en em lakejort da skei war ar paourkez den evit beurgas, ha pa her c’hredjont maro ez ejont kuit.

Ar beleg n’oa ket eat a-bell. Kerkent ha m’oa eat al laeron kuit e teuas da gaout an hini a gredent maro, hag e kazas c’hoaz eun tammig buhez ennan. E zougen