Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —

ivez war e lerc’h. En em lakât a rejont adarre gant o zabrinier da skei gant Yann Jertrud, hag unan anezo a lavare :

— Red eo e ve ibilet e ene en e gorf pa n’eo ket maro c’hoaz !

— Bremaik ne vezo ket ! eme unan-all ; hag o lavaret kement-se e krogjont daou ennan, unan e pep gar, hag her stlejont a-ruz hag a-drein a-dreuz ar vein hag ar girsier betek eur ster a yoa e kichen, el leac’h ma hen taoljont evit ne vije mui klevet hano anezan.

An tri bourrev a yeas ac’hano neuze. Ar beleg, hag en doa ranket tec’het a yoa chomet war e api, hag a deuas adarre kenta ma c’hellas. Dioc’h ar gwad, e kavas e hent. Pegen mac’hagnet bennak oa Yann Jertrud ez oa e anaoudegez gantan pa oe taolet en dour, hag e c’hellas lavaret c’hoaz eur wech da vihana a galon :

« Intron-Varia, ho pezet truez ouzin ?

Ne c’houie ket neui, an den kez ; mes ar Werc’hez, pedet gantan ken alies hag he devoa e zalc’het e buez betek neuze, a deuas war e zikour. Chom a reas war c’horre an dour, hag hep ma c’houie penaos, en em gavas hepdale en tu-all d’ar ster, war ar seac’h. Pa zigouezas ar beleg, e treuzas buhan ar ster evit dougen sikour d’ezan, ha Yann en devoe nerz a-walc’h evit sevel e zaouarn etrezek an nenv da lavaret :

« Va zad, saveteet oun ! »

Ar beleg a gavas prestik goude eur c’har evit dougen Yann Jertrud d’ar c’hrenv eleac’h edo dioc’h ar mintin. Ar c’hont Sant-Pol a gemeras kement a zoursi eus e zervicher feal, a lakeas louzaoui ker mat e c’houliou, ma pareas hepdale, hag e oe gwelet yac’h ha laouen o vont da bardona da japel ar Werc’hez, evit e zrukarekât ha da rei da anaout d’an holl he zrugarez hag ar burzud he doa grêt en e genver.


————