Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/189

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —


Eun dro e Bro-Wened


————


PENNAD KENTA
————

N’ouzoun dare penaos e tigouezas d’in dont da dremen dre eur c’horn a Vreiz el leac’h oan bet o klask rimadellou meur a vloavez a yoa, hag el leac’h em oa lezet mignoned. Eus Karnak eo e fell d’in koms. Tost d’ar gearig-se edo o chom Judikaël, an hini en doa grêt digemer ker brao d’in eun toulladig bloaveziou diaraok. N’em bije lavaret grik eus ar pez a c’hoarvezas ganen abars mont en e di, panefe ma oen test eun dervez eus eun darvoud hag a skoas va spered kenan. Nevez eat oan da Blenion da c’houlen eur begad hag eur gwele da dremen an noz ; digemeret e oen a galon vat, evel ma tigemerer an holl veajourien e Breiz-Izel ; hogen dizale e teuis da gompren e tremene eun darvoud bras bennak er verouri : mistri, servicherien ha plac’hed, n’o doa repoz ebet. Ha ne greden ket goulen perak, pa glevis unan eus ar plac’hed o lavaret :

— Nan, nan, ar mestr ne bareo ket ! An tôl a zo re bounner !… Hag abaoue an noz eo poan e anaout kement a jenchamant a zo ennan. Lavaret a rafed eo deut da veza gwrac’h ! (Er c’horn-ze a Vreiz ec’h hanver e giz-se ar re a zo bet skoet o spered gant eun dra bennak. eus ar bed-all).

Ha setu me deuet da gemeret eun tammig hardiziegez. Ober a ris outi eur goulen bennak.

— Ya, siouaz ! Ar mestr ne zavo ken ; gwelet en deus en noz tremenet skeud Jorj Kadoudal, ha Kadou-