Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/193

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —

che red d’in marteze tremen an noz e kambr ar stered, o kaout evit gwele eun dournad raden hag evit toen eur volz leun a goummoul du ha na lavarent tra vat ebet d’in. Endra ma rean evel-se sellou nec’het endro d’in setu me ha gwelet e penn-all al lanneg eun neuden voged o sevel en ear. El leac’h ma ’z eus moged ez eus tan, hag el leac’h ma ’z eus tan ez eus tud, hag an dud-se o deus eun doen evit o goudori pa deu ar glao. Setu me eta o kerzet etresek an dachen el leac’h ma ’z oa moged ; pegen souezet e oen o welet ne gaven na ti na toen ebet eno, ha me kredi oan faziet. Ar moged koulskoude a zave, a zave atao ; hep mar, tud a ranke beza eno. Chaseourien marteze chomet da droidella, eme-ve, pe glaouerien marteze ive ; ha koulskoude, petra vije deuet glaouerien da ober dre ama, pa n’eus gwezen ebet nag ama na tro-war-dro ! Mont a rean atao, savet bec’h varnon, pa weljon eun toullad goazed, merc’hed ha bugale oc’h ober kelc’h endro d’eun tantad tan raden ha brug. Daou bez ki a deuas da ambrougi ac’hanon, hag e reant eur safar, eun torpenn ; mont a ris evelato, oc’h o lakât da vont diwar va hent gant va fenn-baz. Ar goazed am oa gwelet endro d’an tan a zavas en o zav. Che ! pe seurt doareou tud ! goazed goloet a druilhou, gwragez gwisket evel n’hellfe ket ar spered ijinusa ober anezo. Sevel a rejont holl da ober digemer d’in. Ar chas a harze, an dud a dave. Me a yea daveto nec’het evel ma c’hellit kredi ! n’oan ket bet morse en eur seurt kompagnunez. Eur goaz eun tamm war an oad a deuas daveton.

— Petra glaskit ? emezan dichek, ha piou oc’h ?

— Eur beacher divezat, eme-ve d’ezan ; dianket e rankan beza e gwenojennou al lanneg. Tenval eo an noz, ha karout a rafen kaout eul lojeiz da ziskuiza.

— Ma n’eo ken, emezan d’in adarre ; it en delten vihan-ma ; aze e kavot eur gwele brug soupl a-walc’h.

E lagad du a zispennas ac’hanon eus an traon d’an