Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/194

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

neac’h, hag evit doare, ar gwel ac’hanon na zisplijas ket re d’ezan. Setu perak e lavaras d’in kerkent gant madelez :

— Ma n’hoc’h eus netra ganeoc’h da zibri, deuit da goania ganeomp.

Grêt em boa va c’hont d’en em gaout abenn an noz en eur geriaden el leac’h ma kavchen peadra, ha setu perak n’em boa tamm ganen da zibri. Pedi ac’hanon da goania a yoa ober plijadur d’in. Gant skourrou brug o doa grêt eur voger dioc’h kostez ar c’huz-heol ; diou pe deir delten vihan a-veac’h m’o doa daou droatad a-zioc’h an douar a yoa goudoret gant ar c’hleuz dic’hiz-se. Eur podad souben a yoa o vervi goustadik war ar glaou gwragez ha bugale a veze dalc’hmat o teuler brug seac’h warno. Edon e-touez ar rum dud-se, mez o gwelet a ya hag a deu dre ar bed hep beza eus nep leac’h, chomet a-zav eur pennadig. Lakât a ris da zisken penn an traon va forpan evit kuzat an diou bistolen hag ar goutellazen a yoa ganen em gouriz. N’eo ket m’am bije re a aon, gouzout a rean ez a hag e teu « Paotred ar C’homedi » dre Vreiz-Izel, hep ober ken brezel nemet d’ar yer. Hogen, sonjal a rean e komzou ar fablenner bras La Fontaine : « Beza diou-wech asur, nemet gwelloc’h n’eo ken, hag ar re, e kement-se, na oe morse kollet. »

Evidon da veza en em gavet evel eul laer en o zouez ar rederien bro n’o doa ket doare da veza diesoc’h : merc’hed goloet a druilhou, bugale kouls lavaret en noaz, a yea hag a deue endro d’in, oc’h eva dre o fri ar c’houez vat a zave eus ar pod-houarn.

— Lez da gas, emon-me, mar gellan en em denna kempen ac’halen, m’em bezo traou da gonta divezatoc’h ! Setu savet ar pod-houarn diwar an tan : an dud a zo tro-war-dro o c’hedal ar c’hinaouad. N’ez eus nag asiet na forc’hetez, netra nemet koutilli hir gant eur beg moan. Ar c’hosa en doa kemeret eur forc’hetez henvel