Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/195

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —

ouz eur forc’hig vihan, hag e tennas an tammou eus ar zouben evit o ranna goude etre an holl gant lealded. Tammou petra oa an dra-ze ? Tammou gedon, yer pe zenved ?

— Double ! eme-ve, mar o deus ar re-ma friko evel-se bemdez, n’o deus ket da glemm ! Mes e peleac’h ’ta ema ar bara hag ar c’hrampoez ? N’em boa ket echu va c’haoz ganen va-unan pa deuas diou wreg gant eur baner leun a grampoez hag a vara du.

— Mat eo ! eme-ve adarre d’in va-unan, gant an dra-ze e ranker kaout eun dra bennak da eva. A-boan ez oa deut ar zonj.se em spered ma welis daou baotr krenv o tigas eur varrikennig hag oc’h he lakat da c’hourvez e-kreiz ar vodadeg. Leun oa a jistr, nan a n’eus fors pe seurt jistr, mes eur jistr eus ar gwella. Pep hint neuze a dennas eur weren eus e c’hodel hag e oe karget d’ezan a jistr. Me n’oan ket ankounac’heat. Roet e oe d’in eur grampoezen deo o c’holo eun hanter yar, hag o veza n’em oa plad ebet, ar mestr pe da vihana an hini a gemere nevit beza ar mestr a roas d’in e hini.

Va daoulagad a yea hag a deue war an dud-se ; c’hoaz eur wech sabatuet (saouzanet) oan oc’h en em welet en eur seurt kompagnunez : petra int ? petra reont ? daoust hag o veva emaint diwar goust an holl hep ma rafent netra o-unan ? Ne zalejon ket da c’houzout ; an dud-se a yea hag a deue dre ar measiou, lod o krafa ar podezou, podou-pri faoutet pe dorret zoken, lod-all o steana listri ar gegin ; re-all o louzaoui al loened klanv, hag ar merc’hed a lavare o “bonne aventure”, o flaneden d’ar goueriaded kredik, a denne ar “c’hartou”. Gwelet a ris dioc’htu gant pe seurt tud em oa da ober, ha me kerkent da studia o doareou. Ar goazed a yoa etre daou, na bras na bihan, liou brun d’ezo, gant eun dremm a-feson a-walc’h ; o bleo du a goueze war o diskoaz. Lenn a reat al louarn, ar finesa en o daoulagad du eun tammig bras a vent. Bleo du ar mer-