Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/198

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 192 —

gwir ec’h anavezit an henchou gwelloc’h egedon. Ha kerkent e tennas eur c’houitel (suterez) eus e c’hodel hag e sutas gantan meur a wech, mes en eun doare dishenvel bep tro. Taoliou sut a glevis kerkent ive eus tu an tri ganfard-all. Edou tapet en eul las ; asten a ris va dourn evit kregi em faotr, hogen, tec’het a reas ker prim hag eur gaerel a dreuz al lann o c’houitellat bepred.

Ne lavarin ket d’eoc’h ez oun eun den dispont e pep darvoud : anzav a ran e savas c’houenn em lerou ha me skarra ac’hano an dilloa ma c’hellis ; ha n’ez ean ket, e c’hellit kredi, dioc’h an tu em oa gwelet ar bôtred.

Prestik goude e kavis eun hent-kar ha me eürus kenan, rak, a zonjen, p’eo gwir eo darempredet al leac’h, an dud n’emaint ket pell ; hag e gwirionez, ne zalejon ket d’en em gaout gant da ou gouer a yoa o kas o zaout d’eun tu bennak. Ha me d’o c’haout ha da gozeal outo e galleg. Hogen, va zud n’ouient ket ar galleg, ha me da vont d’ezo e brezoneg. Lavaret a ris da beleac’h edon o vont.

Dizale e welis sklearoc’h c’hoaz dre be seurt riskl oan tremenet ha pegen mat oa bel d’in kaout an daou c’hoaz-ma war an hent. An tri den a yoa o klask va c’holl a zifourchas prestik dreist ar c’harz. Hogen, o welet edon gant kompagnunez e chomchont a-zav. Neuze ec’h em rois da gonta d’am c’hamaraded nevez petra yoa c’hoarvezet ganen.

— A ! eme unan eus an daou goueriad, klaoustre eo al lamponidi-ze eo a zo o peilha yer ha legumach dre ar c’harter.

Goude e kontas e-unan d’in penaos oa bet rastellet ar gludou hag al liorzou, nan en noz diveza avat mes en hini a-raok.

— E feiz, eme-ve d’in va unan, debret em eus evel-se ’ta eus yer an dud vat-ma, rak gwall leun oa pod-houarn an dud-se hag a zeblante kaout ken nebeut a