Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/199

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 193 —

dra war a hano. Oc’h ober hent evel-se, an daou armeziad a zisplegas d’in eur maread laeronsiou, hag e seblantent beza lakeat doun en o fenn mont gant o amezeien da ober an hu warno dre ar c’harter.

Gwelet a ris hepdale nadoz eun tour dreist ar gwez, ha prestik goude toennou glas a lavare d’in ez oa eno eur vourc’haden bras awalc’h. Ar pez a zo muia iskiz eo ne gavis eno hostaleri ebet da zigemeret ar veajourien ; d’ar pardoniou hepken e teue di bourc’hisien da werza peadra da zibri ha da eva, dindan teltennou. Pe i ne felle ket d’ezo digemeret ac’hanon en o zi, pe marteze ive abalamour m’oa gwir, va amezeien a lavaras d’in o doa da vont larkoc’h. Hag e rojont ali d’in da vont da c’houlen digor d’ar presbital digant eur person meurbed madelezus hag em bije eno eun digemer a-zoare. Mont a ris, ha keuz n’em boe ket.

— Aotrou Person, emon-me d’ezan, me a zo eur reder-bro o klask marvailhou koz Breiz-Izel evit o skriva hag o miret evel-se da vont tre da doull du an ankounac’h.

An aotrou Person n’en doa ket c’hoaz sellet ouzin, p’am oe echu avat e troas warzu ennon hag e welis warnan eun dremm madelezus.

— N’oc’h eus ket kavet lojeiz er vourc’h, emezan, hag ez oc’h deuet d’am zi ; mat hoc’h eus grêt, mat sur hogen, araok ober anaoudegez ganeoc’h, me ho ped da azeza ouz va zaol ; goude e komzimp. N’eus ket a friko ama, hogen, a galon vat eo !

Nan, n’oa ket a friko : viou fresk, amann ha jistr, n’oa ken. An aotrou Person a zelle ouzin, me avat a zelle kement-all outan. Ne oen ket pell evit santout e karien anezan eun tamm bennak.

— Aotreit d’in, mar plij, kemeret an hardiziegez da c’houlen diganeoc’h pe seurt marvailhou hoc’h eus pennaouet betek hen.

— Gant plijadur, aotrou Person, eme-ve. N’hoc’h eus