Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/201

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 195 —

meurbed gwall gaset ; mes hadet o doa eun darn eus kredennou ar feiz kristen.

Er seizved hag en eizved kantved, e oe kredet oa maro an drouized, hogen, n’o doa grêt nemet troka o dilhad, ha tud ar vro-ma dizesk ha difoutre na weljont ket larkoc’h. An drouized o doa chenchet hano, ha netra ken. Hor pardoniou a zo bet savet gant unan eus an ebestel kenta a brezegas ar feiz en Arvor, evit teuler d’an traon an asambleou a veze betek neuze er c’hoajou doun ha lakât en o leac’h eur relijion a garantez.

Pell, pell bras omp bet, emezan, o kredi diskianterezou diwar-benn Merlin, mestr an drouized. Klasket em eus en holl levriou am eus gellet kaout hag hen ez eus bet morse eun drouiz hanvet Merlin, karet, doujet hag enoret evel eun den meurbed tost da Zoue. Anzav a rankan e kredan, abalamour m’am eus gwelet, e kredan start ez oa Merlin, an drouiz Merlin, nan eur zorser, mes eun abostol eus ar relijion gristen, marvet na oar