Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/202

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 196 —

den na peleac’h na penaos, eun tamm bennak a-raok donedigez Sant Erwan en Arvor.

Mont a ran da ziskouez d’eoc’h eur pennad-skrid el leac’h em eus skrivet va zonjezonou hag ar pez am eus gellet kaout war an amzer goz. Ha da c’hedal, emezan, c’houi a raio d’in ar blijadur da jom ama meur a zervez ganen, hag e c’hellimp komz en hon eaz.

Derveziou eur person dre ama a zo gwall henvel an eil ouz egile, inouus eo beva e-unan en eur presbital. Mont er meaz ? Da brezeg ? An dud dre ama a zo leun a feiz hag a relijion. Da roi sklerijen diwar-benn gwellât labourou an douar ? Re start e talc’hont d’o c’hiziou, ar pez a zo bet grêt a vezo grêt hep chenchamant ebet. Lavaret a raint d’eoc’h gant nerz : Ni a ra ar pez a rea hon tadou. Gwelet hoc’h eus, aotrou, p’eo gwir e veachit dre Vreiz-Izel, e c’hellfe roi dek gwech muioc’h. Gwir eo hon deus aezen ar mor a sko war hor parkeier hag a rost an trevachou. Ha perak e rost kement an avel-mor ma n’eo ket abalamour n’eus netra da harz anezan. Prenet em eus lanneier tostik-tost d’ar mor ; grêt em eus lammet al lann ha lakât gwez pin en o leac’h hag a-benn brema eo kalz goudoreet hor bourkig. Re-all o deus mennoz da ober eveldon. Ra blijo gant Doue e teufent niverus !

Setu aze eur person speredet hag a ouie soursial eus buez e barrezioniz !

Ne skuizen ket o komz gantan ; seulvui ez ean d’e zelaou, seulvui e plije d’in.

Goude koan e tigasis da zonj d’ezan eus ar bromesa en doa grêt d’in diwar-benn an drouized. Sevel a reas dioc’h taol hag ez eas d’eur gamprig el leac’h ma ’c’h en em denne da studia. Dizrei a reas hepdale gant eur paper koz skritur dourn warnan, mez ken koz, ma’z oa debret gant ar prenved.

— Setu aze, emezan, va respont : gouzout a ran brezoneg va bro, hogen, kaer am eus bet, n’oun ket deuet