Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/204

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 198 —


— Deomp d’ar bedervet eneben. N’em eus gallet dont a-bern da c’houzout petra lavar, nemet lakât eo an dud-se bourrevien an Drouized [1] Sellit ouz an divrec’h noaz-se, kountellazennou bras en o daouarn, an daoulagad lugernus-se hag o deus doare da veza ker gouez ha ker kris. Ne gredfen ket diskleria d’eoc’h an daolen-ze, kaer am eus bet klask, n’em eus kavet netra war gement-se.

C’hoaz eur wech, ar skeudennou ze a yoa koz bras, ha n’oant ket koant, pell ac’hano : n’oa ket enno nemeur a ouiziegez, hogen, ar pez a ziskouezent a yoa hervez ar wirionez. An dervennou a yoa deuet brao a-walc’h, an disheol avat n’oa ket kaer.

Ar skeudennou ze o doa skoet va c’halon, daoust peger fall bennak oant grêt ; koz, koz bras e tlient beza ar paper a zeblante d’in beza henvel ouz paper-kroc’hen an Egypt digaset da vro ar C’helted gant ar « Phenisianed. »

An nep en deus traou ker koz-se dirak e zaoulagad n’hell ket miret da ober sonjezonou.

— Setu, emon-me d’in va-unan, taolennou hag a gomz d’in eus eun amzer hag a zo koulz lavaret ankounac’heat. Mes, petra oe an amzer-ze ? Piou hen lavaro d’in ?

— Emaoc’h oc’h huvreal, a lavaras d’in an aotrou Jegu. Me va-unan em eus grêt kalz huvreou o sellet ouz ar skeudennou-ze. Sonjet em eus alies : Penaos e c’hellfemp-ni gouzout eun dra bennak eus eur mare ha ne skrived netra ? Pe seurt oad e c’hellfed roi d’an taolennou-ze ? N’ellont beza bet grêt nemet er seizvet pe en eizvet kanved, pa oa gwall-gaset ar muia an drouized.

Ouspenn a zo, emezan d’in, eun daolen ziveza am eus

  1. Gouzout a reer hizio ez oa karget an Drouized da varn ha da gastiza an dorfetourien. Kredi a reer ne lakaent ket o-unan d’ar maro ; mes bez o doa bourrevien karget da ober al labour-ze.