Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/205

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 199 —

da lakât dindan ho taoulagad. Houma marteze a roio d’eoc’h eun tammig muioc’h a sklerijen war doare beva an drouized.

Leda reas eur paper ledan war an daol, hag e welis traou souezus. En eur c’horn eus an daolen drouized a yoa war skourrou eun derven vras, eur falz aour en o dourn o trouc’ha an uhelvar. Dindan ar wezen ez oa pôtred yaouank, bleo hir d’ezo, o tigemeret ar blanten zakr ; en tu-all, merc’hed yaouank ive gwisket e gwenn eur ouel fin war o zal a zigemere digant ar bôtred an uhelvar kempennet a bep loustoni.

— An dra-ma, kredabl, emezan, eo lid an Eginane. Mes, emezan d’in o kas e zourn d’eur c’horn-all, setu ama hag a roio d’eoc’h eur tanva eus buhez an drouiz en e di. An ti a zo huel ha ledan goudoret gant skourrou teo an dero. Gragez eas da anaout gant o goueliou hir ha gwenn a ra al labour en diabarz. An toullad bugale-ma o deus doare da veza sioul, savet mat int. Ar gegin a zo ledan ; podou-houarn ledan a zo krouget uz d’an tan, setu eun daol penn-da-benn ar gegin. Gwelit an den-ze, baro hir d’ezan, gwisket evel eur beleg, savet eo war eur skaon uhel ; lavaret a rafed e fell d’ezan gwelet kement a dremen dre an ti. Daoust peger fall bennak eo an daolen, ar penn den-ze a zoug d’an doujans ha marteze zoken d’an aon. Grit eur zell war ar c’horn-all eus an daolen. Ama ez eus eur vodadeg goazed. An hini a zo e kreiz a rank beza eur prezeger : taolet en deus eur skour huelvar koulz lavaret dindan e dreid. An disprij-se evit ar louzaouen zakr a zo eur fae lavaret a rafed emaint o tiskleria brezel. Ha gwelet a rit-hu an divrec’h-se astennet d’he dastum hag ar bouc’hili-ze hag a zo e kouevr, hervez al liou a zo roet d’ezo ama. Brezel a vezo hep mar. E kichen, sellit brema ouz ar goazed-se start o gouriz endro d’ezo, trouset o brageier gant lasou krec’hen ? Ar re-ma, kredabl, a zo rederien karget da gas kelou ar peoc’h pe ar brezel. Ouz