Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —

ar c’hosteziou, ha ne welit-hu ket ar bouc’hili-ze ken neat, ken lugernus, ar gwaregeier-ze a ispilh e kichen sier leun a virou ; kompren a rit eveldon ema an dud-se o vont d’eun hevelep leac’h.

Gant e viz, an aotrou Person a ziskoueze d’in eur wreg, eun toullad bugale endro d’ezi ; astenn a rea he daouarn evel evit o difenn. Marteze e fazian ; mes me gred beza desket hirroc’h gant an taolennou-ma eget gant kement am eus lennet el levriou.


————


EIL PENNAD
————

An aotrou Person a reas d’in sellet piz ouz ar skeudennou-ze hag o displegas d’in gwella ma c’hellas.

— Setu aze hag a zo mat, eme-ve d’ezan, hogen, kement-ma na zesk netra d’in evit ar pez a zell ouz Marvailhou an amzer goz.

— Nan, emezan, eur faout a zo ha n’oun ket evit dont a-benn d’her stanka : mar fell d’eoc’h kaout Marvailhou, e vezo red d’eomp mont da amzeriou kenta ar gristeniaj.

— O klask Marvailhou emaon, ha ne ran forz eus o oad. Livirit d’in ho re.

— Bez’ ez oa, emezan, d’ar poent ma ’z oa eun duk e Breiz, ha ma ’z oa Breiz distag dioc’h Bro-C’hall, eun tiegeziad tud-jentil ; an istor ne goms ket anezo : tiegez Laënnek oa. An tad en doa kalz tud en e di, holl Arvoriz penn, kil ha troad. Eur brezel a zavas etre tuchentilou amezeien, hag o veza ne felle ket d’ezo lakât o fri en tabud, ar Vretoned-ma a c’halvas o amezeien d’en