Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/207

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 201 —

em voda hag e rojont da glevet d’ezo n’o doa ken nebeut nag i netra da welet er brezel-ze. Kement-se a yoa rei tro d’an duchentilou e karg d’en em glevet. Familh Laënnek a oe grêt an hu warni ha barnet da jom hep darempred ebet mui hiviziken gant an duchentilou-all. N’he divije harp digant den. Ar penn-tiegez a yoa eun den a galon ; boda reas e gerent hag e vignoned, ha setu ma ’z oant eun toulladig brao a dud evit stourm. An aotrouien a yoa trouz etrezo a reas ar peoc’h hag a deuas da vresa maner Plouedig, lec’h krenv ar stourmerien. Goazed, grwagez ha bugale a oe lazet, ne oe espernet den ; an douar a douas da veza dilezet, den da labourat. Hag e kave d’ezo beza kaset an enebiez da netra, hogen lavaret a reer o doe da ober neuze gant ar re varo. Maner Plouedig a yoa bet lakeat etre daouarn soudarded an duchentiled o doa gounezet. Hogen, kement a drouz a rea ar sperejou dre eno epad an noz ma teuas an dud-ma da lavaret grons ne felle mui d’ezo chom pelloc’h eno. Kaset e oe re-all, hag ar re-ma a lavaras ar memes tra. Klevet a reant, emint-i, e kreiz an noz, youc’hadennou ha klemmou mantrus an emgannou, ha n’hellent kousket berad.

Kaset e oe eur strollad-all. N’en em gavjont ket easoc’h ; ma lavarjont d’o zro n’helled ket chom eno. En dourellou, war ar mogeriou, e sal an armou, e kleved en noz youc’hadennou ha trouz klezeier oc’h en em stoki. Aotrou Vaucourt, perc’hen ar maner, a gasas d’i soudarded eus a bep leac’h, rederien-bro, laeron, muntrerien. An dervez m’en em gavjont a dremenas o tibri, oc’h eva, o farsal. Mes avat pa deuas an noz e oe eun abaden-all. Grêt o doa gwap eus ar sperejou ; ar sperejou avat o doe o zro. N’helljont kousket berad : an trouz spontus oe gwasoc’h eget diagent. Mestr ar vanden zoudarded a reas ober enklaskou pis dre ar maner hogen, kaer a oe, netra na oe kavet. An nozveziou war-lerc’h e kreskas c’hoaz an trouz, hag ar zoudarded dis-