Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/208

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —

pount koulskoude pa oant deuet di da lavaret, e feiz, e lamjent dreist ar mogeriou ma na gared o c’has dillo d’eur ger-all.

O klevet kement-se, aotrou Vaucourt a gasas eur c’habiten « laëron war an henchou bras » gant eun toullad tud eus an hevelep goubari. An dud-se, holl dizoue, dispont peurvuia, a reas eta d’ar maner. Eur pred eus ar c’haera a oe grêt evito, debri hag eva a rejont, betek re zoken, ha pa gavas d’ezo oant leun awalc’h ez ejont pep hini d’e c’hlud, o wapât, o farsal ar zoudarded aonik a yoa bet eno en o raok. N’ouzon, eme ar person, nemet ken ar pez a zo bet lavaret d’in. Mes, evit doare e tremenas traou ken estlammus er maner en nozvez-se ma tisklerias ar re-ma ive antronoz vintin zoken ne c’hellent ket chom eno. Kaset e oe kannaded da rei kelou d’an aotrou Vaucourt eus ar pez o doa divizet. Ar re-ma a zistroas gant urz da jom er maner. Ret eo d’eomp mont a spered war an a drenv betek an amzeriou-ze evit gwelet pegen nebeut a stad a reat neuze ouz urziou ar vistri. Ar zoudarded gant ar c’habiten en o fenn a yeas da jom en unan eus porsiou ar maner. Mes, tra estlammus, tud ha kezek a oe ken strilhet epad an noz, ma toujont holl war an heur ne jomjent ket eun dervez muioc’h er maner milliget.

O veza klevet ar pez a dremene, an Ao. Vaucourt a gemeras warnan mont e-unan war al lec’h ha da welet petra yoa e gwirionez oc’h enebi ouz e dud.

En em gaout a eure gant kant marc’heg, ha gant pep hini anezo eur skoueder : mont a reas e-unan er gambr vrasa, hag e lakeas goardou e pep korn evel ma tleje an enebour dont da daga ar maner. Peadra vije da zibri, er c’hoajou bras tro war dro ez oa moc’h gouez, gedon, ha loened-all eas da dapa, el lenn ez oa pesked.

Pep tra a yoa eta evit ar gwella, hag an Ao. Vaucourt a reas d’e zoudarded ker brao ha pa vijent bet tuchentilou. Erru oa an noz tenval ; arne bras a yoa.