Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/209

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 203 —

Nadoziou an avel war beg an dourellou a yea hag a deue war o ael o wigourrat gant eun trouz iskiz. Ao. Vaucourt avat a yoa oc’h taol o frikota ha ne gleve netra.

Setu an noz tenval hag enkrezus. Ao. Vaucourt a zav dioc’h taol ar banvez hag a c’houlen uhel evaj ar vro. Astenn a rea e weren d’eur mevel pa lavaras hema :

— Ar spont a zo kroget en ho tud, Aotrou, hag int eat da guzat dindan ar mogeriou. Ar glao hag ar c’hazarc’h a gouez evel steriou dic’hlaniet.

— Daoust hag ar glao hag ar c’hazarc’h n’int ket anavezet en hor Breiz-Izel ? a respontas Vaucourt. Daoust ha tud hag a zo bet didanno kel liez a wech a c’hell sponta razo hizio ? Alo, alo. it da lakât son d’ezo d’en em voda, ma welimp ped den dispont hon deus.

A-veac’h en doa lavaret ar c’homzou-ze ha setu diou luc’heden da zalla o skei stank an eil warlerc’h eben. Eun tarz kurun spontus a grozas kerkent ha kement e lakeas an douar da vralla ma kouezas taoliou ha kadoriou ar zâl