Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/210

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —

a-verniou d’an douar gant kement a yoa warno. Ao. Vaucourt a deuas da veza drouk-livet evel ar maro ; hogen, dizale e savas war e zeuliou hag e c’halvas e dud. Holl oant direstet ac’hano, ha ne gavas nemetan e-unan e sal ar banvez. Vaucourt a yoa eun den dispont : e blijadur en doa kavet betek neuze er brezellou ; hogen, anzav a reas neuze evelato en doa da ober gant krenvoc’h egetan, hag ouz an nerz dispar-ze netra n’helle beza trec’h. Disken a eure er porz, el leac’h ma krede e kavche e dud bodet. N’oa den ennan ; kaer en doa gervel, den na responte, hag e welas neuze n’en doa mui netra da ober. An amzer fall koulskoude na ehane ket : glao ha kazarc’h teo a ruilhe hag a ziruilhe diwar e armou. Edo eta e-unan, hep skoazel ebet.

Lakeat en eun hevelep stad, Ao. Vaucourt a gemeras e galon gant e zaou zourn, evel ma leverer e galleg, hag a yeas da ober eur bale dre an ti. Gwelet a reas holl gempreier ar maner : goullou oant holl.

— Petra eo kement-ma ? emezan ; va zud na zentont mui ouzin ? Hag e kemeras eur c’horn a-ispilh ouz e c’houzoug, hag e c’halvas meur a wech. Respont na deuas : e-unan en eur maner dilezet. An hini a ro urziou a zo krenv, abalamour d’ar fizians en deus er re a zent outan ; hogen, p’en em gav e-unan, gant e dammig nerz hepken, neuze eo e wel pegen dister eo ha pegen nebeut e c’hell. En dizesper edo ez eas d’ar marchosi, eno e kavche kezeg e dud. Ya da ! eur marc’h a yoa, e hini.

— Setu eta, emezan, ma ’z int eat holl en hent ; ar pez a ziskouez d’in o deus hen grêt a-zevri eo m’o deus kaset ganto o c’hezeg ha kement o doa. Ma vijent bet o klask gwerra ac’hanon, ne divijent ket tec’het, grêt o divije o zreitourach oc’h ober kelc’h endro d’in. Mes tec’het int ! A tud digalon ! Petra rin-me brema ?… Hag ez eas wardro e varc’h da ober e-unan labour e zaou varchosier. Pegen souezet e oe o welet al loen o krena