Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/213

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 207 —

a dostaas kerkent da ober kelc’h en dro d’an Aotrou, da zistrei ar c’hleze, ha da ziskouez d’ezan en doa da ziouall…

— Ao. Kont, eme unan, c’houi a ro urziou d’eomp abalamour m’emaoc’h uhelloc’h egetomp ; gwir hoc’h eus da roi urziou d’eomp ; sentet hon deus ouzoc’h betek-hen ; hogen, mar teu eur c’halloud-all uhelloc’h eget hoc’h hini da c’hourc’hemenn d’eomp, ni a zent outhi, evel hon deus sentet ouzoc’h.

— Petra fell d’eoc’h lavaret ? eme kont Vaucourt, komzit freasoc’h. Petra eo ar c’halloud-all-ze uhelloc’h eget va hini a zo bet o roi urziou d’eoc’h ?

An hevelep den a zavas da respont adarre :

— Pa roit urziou d’eomp, ni ho kwel hag a zent ouzoc’h war an heur ; hogen, eur c’halloud brasoc’h ha n’hellomp ket gwelet a c’hourc’hemenn ennomp hag a zoug ac’hanomp da zenti : n’oamp ket evit chomm hep senti.

Ar c’homzou-ma a skoaz kalon ar prins ; chom a reas eur pennadig da zonjal, hag e c’houlennas outo petra o doa gwelet, petra o doa santet.

— N’hon deus klevet nemet an avel o yudal, eme adarre an hini en doa komzet betek neuze, ha n’hon deus gwelet netra. Heb beza en em glevet, d’an hevelep poent, ez omp eat holl prim ha prim d’hon armou ha d’hor c’hezek, ha buhan er’meaz eus ar maner milliget-se.

Aotrou Vaucourt a yoa mantret o klevet kement-all, hag a roas urz da bellaat dioc’h ar maner.

Setu dilezet ar maner. An Aotrou ne reas ket d’e zoudarded tremen dreizan a-raok mont kuit da vad ; aon en doa ive marteze ne vije ket sentet outan. Mont a rejont d’eur maner-all demdost di hag a yoa da unan eus kerent Ao. Vaucourt.

— Lezomp anezan, a lavaras an Ao. Person : setu ama traou nevez ; eus eur strollad marvailhou soue-