Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/214

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —

zus ez aimp en eur strollad marvailhou ker souezus-all.

Wardro pe da vare e c’hoarvezas an darvoudou-ze ? N’oufen ket hen lavaret : ar pez am eus gellet gouzout tost da vad eo e c’hoarveschont en amzeriou kenta ma teuas ar feiz kristen en Arvor.

Piou eo a deuas da brezeg d’an Iverzon ? pe eur zant evel sant Erwan, pe unan da gompeza an hent d’ezan, pe zant Patrik ? N’hellan lavaret nag e hano nag e pe vare her greas. Ar pez a c’houezer eo e teuas eun diaveziad da zouara war hon aochou, e prezegas d’hon tud koz eur relijion dizanav betek neuze, hag e teuas e berr amzer da zastum eun toulladig tud dindan e vanniel. Gwall-gaset e oe avat gant an drouized hag ez eas da jom dounoc’h en douar. En em gaout a reas evel-se gant eur maner dilezet abalamour ne grede den chom ennan. Hag o veza ne gavas den war e dro, ez eas da jom di gant e ziskibien. Ar c’helou a yeas buhan dre ar c’harter, ha meur a hini a lavare uhel, efeiz ne jomchent ket pell eno, e teuje ar sperejou d’o stlapa er-meaz, evel o doa grêt da zoudarded Aotrou Vaucourt ha d’ar re a yoa bet hardis a-walc’h da vont ennan a-c’houdevez.

An hini a yoa deuet da jom er maner dilezet a yoa eun abostol kristen. Gouzout mat a rea ar pez a yoa tremenet el lec’h-se, kement-se avat na viras ket outan da vont ebars, n’en doa aon ebet rag ar sperejou.

Goude beza tremenet eno meur a zervez, hep beza bet diezet an disterra gant sperejou, an den santel a fellas d’ezan gwelet doareou ar maner. Ouspenn hanter-kant vloaz a yoa eat dreist an darvoudou hon deus komzet anezo, setu perak edo en eur stad mantrus. Ar yeot, an ilio, an drez, ar spern a zave stank e pep lec’h e gwask ar vein. Er c’hampreier, an treustou a goueze e poultren. An abostol a welas meur a hini eus ar c’hampreier-ze : ker fall oa lod anezo ma n’eas ket enno. Ar mogeriou da gloza war ar maner a yoa en o zav ;