Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/216

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 210 —

gaout. Speredet kaer oa ive evit doare. Gwelet a reas dioc’htu petra c’heilje da ober euz ar c’hoz maner dilezet ha dirapar. Hag e c’halvas e holl ziskibien d’e gaout da roi d’ezo urz da gempen eun toullad kampreier da c’hellout loja enno, hag e reas d’ezo labourat an douar.

An drouized a ranke beza peur gollet o galloud d’an ampoent, rak den na deuas war dro ar gristenien da ober trouz d’ezo : ar re-ma a greskas buhan an niver anezo.

— Ama avat, eme an Ao. Person, e rankan lavaret d’eoc’h ez a va c’hontaden da vro ar marvailhou, evel ma karer anezo e Breiz-Izel. Da bep kammed azalek brema e kavimp darvoudou souezus, dourn Doue o roi harp d’e zervicherien. Mont a ran da genderc’hel gant va c’haoz.

Abaoue meur a viz a yoa, ar maner a zeblante kaerât bemdez, an douar a yoa bet turiet, trempet ha distrempet gant c’houezen servicherien an Ao. Doue. Ar re-ma en em gave brao eno, a veve e peoc’h ha didrabas, tra rouez en amzer-ze. Aotrou Vaucourt a deuas eun dervez da welet an Abostol, Andre e hano. Goloet oa a armou, rak abaoue m’o doa tiegeziou an duchentil laeret douarou dukaj Breiz hag o rannet etrezo, ar re-ma n’en em glevent mui hag a veze dalc’hmat e brezel, maner oc’h maner, kastel oc’h kastel.

N’eo ket koulskoude evel enebour eo e teue Ao. Vaucourt di, nan.

Klevet en doa lavaret ez oa deuet da jom eno eun den eus pell bro, hag e veve e peoc’h, pa ’z oa bet red d’ezan e-unan, perc’hen ar maner koulskoude, tec’het evel buntet gant eun nerz vurzudus. An abostol Andre a reas digemer laouen d’an Aotrou. hag e c’houlennas outan petra rea d’ezan dont d’e welet.

— Ar pez a glaskan, eme ar c’hont gant eun ear faeüs, eo gouzout mar deo posubl petra reas d’am zad ker ha d’e dud mont eus ar maner-ma, evit hen lezel